DiscoverHeklev PodKast
Heklev PodKast
Claim Ownership

Heklev PodKast

Author: Heklev Podkast

Subscribed: 0Played: 2
Share

Description

HEKLEV PODKAST a zo ur gevredigezh savet a-benn krouiñ ha skignañ istorioù a-vremañ e brezhoneg. Lañset eo bet ar raktres gant brezhonegerien: produerien, skrivagnerien, sevenourien, komedianed, muzisianed, hag ijinourien war ar son mennet da labourat asambles a-benn luskellat buhez pemdez ar vrezhonegerien gant marvailhoù da glevet. Ur c'henlabour eo etre Teatr Piba, Dizale, Radio Breizh, Timilenn ha Kalanna.

HEKLEV PODKAST est une association créée pour réaliser et diffuser des podcasts d'histoires contemporaines en breton. Le projet a été lancé par des artistes et technicien.ne.s désireu.ses. de travailler ensemble pour inspirer et questionner le quotidien des bretonnant.e.s. Il s'agit d'une collaboration entre Teatr Piba, Dizale, Radio Breizh, Timilenn et Kalanna.

109 Episodes
Reverse
Blev

Blev

2026-02-1315:27

Un istor ijinet gant Loeiza an DuigouGwir eo e vefe aesoc’h dezhi bezañ brav evel an delfin ha postek evel an olifant. Da nebeutañ e vefe dieub da ebatal en dour hag er fank. Chom war-evezh a-hed an deiz e plas c’hoari n’eo ket ur vuhez... Soñjal a ra dezho emaint o vont da lazhañ anezhi ? Blev ! Ne lezo ket he c’hroc’hen d’ar chaseourien.Skrivet gant Loeiza an DuigouC’hoariet gant Typhaine CorreSonerezh : Perynn BleunvenSikour war ar skrivañ : Mai LincolnSikour war ar c’hoari ha seveniñ : Thomas CloarecEnrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rouzic-PlantecSikour war ar brezhoneg : Gwenola CoïcTresadenn : Anna Duval Guennoc

Produiñ : Kalanna hag Heklev PodkastEnrollet e Studio Dizale e miz Kerzu 2025, gant skoazell Rannvro Breizh.
Ar rozenn nemeti

Ar rozenn nemeti

2026-02-0615:44

Ur gontadenn skrivet ha c'hoariet gant Manon Renault, awenet diwar un istor Yuzev.Ar rouanez Saba a oa ken fur ken e veze klevet e oa ar vaouez furañ a oa dre ar Bed. E penn all ar Bed e oa ar roue Salomon, ur roue ken fur all ken e veze klevet e oa ar gwaz furañ a oa dre ar Bed. Un devezh e pedas ar Roue Salomon ar rouanez Saba d’un genstrivadeg evit gwelet peseurt hini a oa an hini furañ... Skrivet ha c’hoariet gant Manon RenaultSonerezh : Maela Le BadezetSikour war ar skrivañ hag ar c’hoari: Mai Lincoln
Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rouzic-PlantecSikour war ar brezhoneg : Gwenola CoïcTresadenn : Anna Duval GuennocProduiñ : Kalanna hag Heklev PodkastEnrollet e Studio Dizale e miz Du 2025, gant skoazell Rannvro Breizh.
Rouanez an Termited

Rouanez an Termited

2026-01-3018:44

Ur gontadenn skrivet ha c'hoariet  gant Manon Renault, diwar ur gontadenn hengounel a vro Senegal.E savanenn Bro Senegal emañ Bisinti o klask peadra da zebriñ. An devezh ma kavas mangez saourus e yeas da brofañ anezho d’ar roue. Dirak ti ar Roue e klevas mouezh ur vaouez yaouank a brof ur favenn iskis dezhañ …Skrivet ha c’hoariet gant Manon RenaultSonerezh : Maela Le BadezetSikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Mai Lincoln
Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rouzic-PlantecSikour war ar brezhoneg : Gwenola CoïcTresadenn : Anna Duval Guennoc

Produiñ : Kalanna hag Heklev PodkastEnrollet e Studio Dizale e miz Du 2025, gant skoazell Rannvro Breizh.
Mirdi ar familhoù

Mirdi ar familhoù

2026-01-2312:15

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Aziliz PeaudecerfArzhel ha Maelwenn a zo gevelled, e CP emaint. Ur vuhez boutin o deus mont a reont d’ar skol, c’hoari gant bugale ar c’harter, ober al labour-noz ha debriñ koan gant o familh. Emaint o chom en un tiegezh normal evito, betek an deiz ma ra ur mignon goap outo o lavaret ez eo o mammoù lesbianezed. Skrivet ha c’hoariet gant Aziliz PeaudecerfSonerezh : Perynn Bleunven hag EmeziSikour war ar skrivañ  hag ar c’hoari : Mai LincolnEnrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic-PlantecSikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic Produiñ : Kalanna hag Heklev PodkastEnrollet e studio Dizale e miz Du 2025,gant skoazell Rannvro Breizh
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Quentin MorvanJaoua, ur paotrig kurius, az a da bourmen en ur c'hoad kevrinus evit adkavout e gi. Er c'hoad e ra anaoudegezh gant Aotrou Neñneñ, un arzh a gaoz hag a fard boued evit tout e vignoned anevaled. Asambles e fardont ur soubenn-hud ha Jaoua a zizolo ur bed souezhus ha marvailhus !Skrivet ha c’hoariet gant Quentin MorvanSonerezh : Perynn Bleunven ha Quentin MorvanSikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Mai LincolnEnrollañ ha kemmeskañ : Jean-Mari OllivierSikour war ar brezhoneg : Gwenola CoicTresadenn : Anna Duval-Guennoc

Produiñ : Kalanna hag Heklev PodkastEnrollet e Studio Dizale e miz DU 2025, gant skoazell Rannvro Breizh.
Ar wezenn derv

Ar wezenn derv

2026-01-0923:58

Ar wezenn dervUn istor ijinet ha c’hoariet gant Manuella de FontenelleAwen 'zo dek vloaz. Bevañ ‘ra ur vuhez voutin e Pariz etre ar ar skol, he mignoned hag ar pichoned. Awen 'n eus ur vamm un tamm dreist-ordinal ivez. Profañ a ra da Awen un dra dibar evit he deiz-ha-bloaz: un deizlevr brav meurbet. Un deiz ez a Mammig diwar-wel. Penaos e raio Awen hepti  ?Skrivet ha c’hoariet gant Manuella de FontenelleSonerezh : KrismennSikour war ar skrivañ hag ar c’hoari  : Mai Lincoln
Enrollañ ha kemmeskañ : Jean-Mari OllivierSikour war ar brezhoneg : Gwenola CoïcTresadenn : Anna Duval-Guennoc

Produiñ : Kalanna hag Heklev PodkastTrugarez da Metig Jakez VargasEnrollet e Studio Dizale e miz Du 2025, gant skoazell Rannvro Breizh. 
Lusia war rodoù

Lusia war rodoù

2026-01-0217:31

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Aziliz PeaudecerfLusia zo e c’hwec’hvet klas, pourmen a ra e trepasoù ar skolaj gant bizhier ‘b’lam’ d’ur c’hleñved a namm he c’higennoù. Diaesoc’h-diaesañ eo dezhi heulian lusk he c’hamaladed, betek an devezh ma krog da implij ur gador-ruilh.Skrivet ha c’hoariet gant Aziliz PeaudecerfSonerezh : KrismennSikour war ar skrivañ : Mai Lincoln
Sikour war c’hoari : Loeiza Beauvir
Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz Foulon  Sikour war ar brezhoneg : Gwenola CoïcTresadenn : Anna Duval-Guennoc

Produiñ : Kalanna hag Heklev PodkastEnrollet e Studio Dizale e miz Here 2025, gant skoazell Rannvro Breizh. 
Un istor ijinet ha c’hoariet  gant Maelc’hen LaviecPetra ‘zo c’hoarvezet din ? Soñjal a raen e oa ’barzh ma c’hoari video e veze kavet ar bedoù digredusañ met graet ‘m eus anaoudegezh gant an Aotroù Atlas, ur paour-kaezh den kozh hanter zroch. Klevet e vez o chuchumuchuiñ e-barzh e liorzh gant ur vouezh iskis. Biskoaz n’em bije gellet ijinañ ar pezh ‘m eus gwelet. Ha ma vefe gwir...Skrivet ha c’hoariet gant Maëlc’hen LaviecSonerezh : KrismennSikour war ar skrivañ : Mai Lincoln
Sikour war c’hoari : Loeiza Beauvir
Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz Foulon  Sikour war ar brezhoneg : Gwenola CoïcTresadenn : Anna Duval-Guennoc

Produiñ : Kalanna hag Heklev PodkastEnrollet e Studio Dizale e miz Here 2025, gant skoazell Rannvro Breizh. 
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Marion GwennDervezh an Nedeleg war ar blanedenn d.Tulum eo, mil enervet eo hon harozig … Erc’h a ra ouzhpenn ! Boulomigoù-erc’h, emgann bouloù erc’h … Emaomp o vont da zizoloiñ familh Yang Yang hag ouzhpenn evit ur prof nedeleg en do ar paotrig evit ar bloaz-mañ. Emañ e het o tont da vezañ gwir … Ur babig ! Dougerez eo e vamm.Skrivet ha c’hoariet gant Marion GuenSonerezh : Perynn BleunvenSikour war ar skrivañ : Mai LincolnSikour war ar c’hoari : Loeiza Beauvir  Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz FoulonSikour war ar brezhoneg : Gwenola CoicTresadenn : Anna Duval-Guennoc

Produiñ : Kalanna hag Heklev PodkastEnrollet e Studio Dizale e miz Here 2025, gant skoazell Rannvro Breizh. 
Un istor ijinet ha c’hoariet  gant Marion GwennKomprenet en deus Yang Yang ‘oa ret dezhañ kreskiñ ha sikour er gêr… Ur mennozh ‘n’eus bet. Gant sikour Mamouchka ha Pegus emaint o vont da brientiñ ur pred saourus d’e dud hag ober ‘vel en ur gwir ostaleri ! Ostaleri al lamponed !Skrivet ha c’hoariet gant Marion GwennSonerezh : Perynn BleunvenSikour war ar skrivañ : Mai LincolnSikour war ar c’hoari : Loeiza Beauvir  Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz FoulonSikour war ar brezhoneg : Gwenola CoïcTresadenn : Anna Duval-Guennoc

Produiñ : Kalanna hag Heklev PodkastEnrollet e Studio Dizale e miz Here 2025, gant skoazell Rannvro Breizh. 
Tarzh an deiz

Tarzh an deiz

2025-12-0516:30

Un istor ijinet gant Loeiza an DuigouPa oa kroget fin ar bed en doa Ewen heuliet e vamm etrezek Bunkercity. Abaoe pemp bloaz e vev-eñ er gêr-gloz, pemzek metrad dindan zouar. Eurus eo Ewen eno, betek ma teufe e gamaradez Malika da hejañ e ved. Ha deuet eo poent dezho distreiñ war-c’horre ? Skrivet gant Loeiza an Duigou C’hoari : Maxime L’HostisSonerezh : KrismennSikour war ar skrivañ : Mai Lincoln
Sikour war c’hoari : Loeiza Beauvir
Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz Foulon  Sikour war ar brezhoneg : Gwenola CoicTresadenn : Anna Duval-Guennoc

Produiñ : Kalanna hag Heklev PodkastEnrollet e Studio Dizale e miz Here 2025, gant skoazell Rannvro Breizh. 
Giulio Raviolo

Giulio Raviolo

2025-11-2820:25

Un istor ijinet gant Loeiza an DuigouUr sizhuniad e bro Italia a zo un hunvre daet da wir evit ar familh Sioulik, nemet e tro da wallhunvre pa nij tout an arc’hant lakaet a-gostez kuit en ur preti chik ha cheuc’h. Setu an aergelc’h o vreinaat, betek ma errufe ur raviolo hud. An heñcher nevez a zo mennet da ziskouez eo saourus ar vakañsoù ‘keit-ma ‘vez ijin ha plijadur a-gevret.Skrivet gant Loeiza an Duigou C’hoari : Florian EbelSonerezh : KrismennSikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Mai Lincoln
Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz Foulon  Sikour war ar brezhoneg : Gwenola CoicTresadenn : Anna Duval-Guennoc

Produiñ : Kalanna hag Heklev PodkastEnrollet e Studio Dizale e miz Gouere 2025, gant skoazell Rannvro Breizh. 
Uhel en oabl

Uhel en oabl

2025-11-2117:27

Un istor ijinet ha c’hoariet  gant Laors SkavennegLili, ur wennel yaouank dileusket abalamour m’eo disheñvel anezhi, a zo o hunvreal gant ar frankiz, daoust d’ar goap ha d’an argas. Skoazellet gant Adan, an eostig, e kav enni an nerzh da zilentañ ha da reiñ awen d’al laboused-all.Skrivet ha c’hoariet gant Laors SkavennegSonerezh : Perynn Bleunven ha Laors SkavennegSikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Mai Lincoln
Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic - PlantecSikour war ar brezhoneg : Gwenola CoicTresadenn : Anna Duval-Guennoc

Produiñ : Kalanna hag Heklev PodkastEnrollet e Studio Dizale e miz Gouere 2025, gant skoazell Rannvro Breizh. 
Muntr e Kerguzh

Muntr e Kerguzh

2025-11-1423:39

Muntr e Kerguzh un istor ijinet ha c’hoariet gant Yann-Herle Gourves Gurvan, krennard yaouank anezhañ, a vourr tremen vakañsoù e ti e dud kozh. Eno e tizolo ar vuhez, ar frankiz, hag ar vignoniezh don. En hañv 'mañ eo kaset gant e c'hoantoù avanturioù war hent ar spont hag an enkrez.  Skrivet ha c’hoariet gant Yann-Herle Gourves Sonerezh : Krismenn Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Mai Lincoln
 Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic- Plantec Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic Tresadenn : Anna Duval-Guennoc

 Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast Enrollet e Studio Dizale - Kemper e miz Gouere 2025, gant skoazell Rannvro Breizh.  
Ur c’hi, ur c’havr hag un azen. Setu tri loen achapet o pignat ‘barzh un taksi. Ha dao war-zu bord ar mor ! Nag ur blijadur oc’h en em gavout digabestr ur pennad ! Ha piv a baeo an taksi e fin an devezh ? Skrivet gant Paskal Hervio C’hoari : Anna Duval- Guennoc ha Paskal Hervio Sonerezh : Perynn Bleunven 
 Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Mai Lincoln
 Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz Foulon   Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc Tresadenn : Anna Duval-Guennoc

 Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast Enrollet e Studio Dizale - Kemper e miz Gouere 2025, gant skoazell Rannvro Breizh.  
Un istor ijinet ha c'hoariet gant Gwenola Coic Felisi na gomz ket mui. A-benn bezañ klevet gant ar re all e rank skrivañ en hec’h urzhiataer ha gortoz e embannfe ar mekanik he gerioù dre un uhelgomzer. Un devezh e erruo Matthias da azezañ ‘tal he c’hichen hag e cheñcho he buhez dezhi ! Skrivet ha c'hoariet gant: Gwenola Coic Sonerezh : Krismenn Sikour war ar skrivañ :  Mai Lincoln Sikour war ar c’hoari : Thomas Cloarec Enrollañ ha kemmeskañ : Jean Mari Ollivier  Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast Tresadenn : Anna Duval Guennoc   Enrollet e studio Dizale e miz Meurzh 2025, gant sikour Rannvro Breizh.  
Bizeost

Bizeost

2025-09-2619:50

Un istor ijinet gant Tangi Merien Ganet e oa Paolig d'un deiziad ral ma 'z eus unan, d'an 29 a viz C'hwevrer. Rankout a ra gortoz pevar bloaz evit gounit unan. Ne oar ket peseurt tro-gamm he deus c'hoariet e blanedenn dezhañ met lakaet 'n eus Paolig en e soñj dirouestlañ e vallozh ha talañ ouzh ur gevredigezh fallakr a fell ober droug dezhañ. Skrivet gant: Tangi Merien C’hoariet gant: Yann Herle Gourves Sonerezh : Krismenn Sikour war ar skrivañ :  Mai Lincoln Sikour war ar c’hoari : Mai Lincoln Enrollañ ha kemmeskañ : Jean Mari Ollivier  Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast Tresadenn : Anna Duval Guennoc   Enrollet e studio Dizale e miz Meurzh 2025, gant sikour Rannvro Breizh.}}
Lomig an Heureuchin

Lomig an Heureuchin

2025-09-1915:00

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Gwenole Cornec  Lomig a zo un eureuchin yaouank. Evit ar wech kentañ eus e vuhez ez aio da zañsal d’ur Fest-Noz fenoz ! Abaoe pell  emañ o c’hortoz an deiz-se ! Met paourkaezh Lomig, gant e bikoù ne c’hell ket dañsal gant ar re all. Eüruzamant e teuio e dud a-benn da frealziñ anezhañ, ha ma ne c’hell ket dañsal gant ar re all, e c’hello lakaat anezho da zañsal ! Skrivet ha c’hoariet gant Gwenole Cornec Sonerezh : Perynn Bleunven Sikour war ar skrivañ : Mai Lincoln Sikour war ar c’hoari : Thomas Cloarec
 Enrollañ ha kemmeskañ : Gwenole Peaudecerf Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic Tresadenn : Anna Duval-Guennoc
} Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast Enrollet e Studio Dizale - Kemper e miz Meurzh 2025, gant skoazell Rannvro Breizh.
Un istor ijinet gant Loeiza an Duigou   E Kastell-Brumenn, ‘n eus ket a roue ken. Ne chom eus al lez nemet eskern ha ludu. Ar chaseour-erevent diwezhañ, un deskard yaouank, a lak en e soñj gwareziñ ar bobl diouzh an tagadennoù. Klask a ra kompren emzalc’h e enebour, hag a zalc’h rivinoù ar c’hastell bet distrujet gantañ.   Skrivet gant: Loeiza an Duigou C’hoariet gant: Quentin Morvan  Sonerezh : Krismenn Sikour war ar skrivañ :  Mai Lincoln Sikour war ar c’hoari : Thomas Cloarec Enrollañ ha kemmeskañ : Jean Mari Ollivier  Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast Tresadenn : Anna Duval Guennoc   Enrollet e studio Dizale e miz Meurzh 2025, gant sikour Rannvro Breizh.
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Gwenole Cornec  Cheva a zo ur plac’hig daouzek vloaz anezhi o chom war ul ledenez vihan. Ur gejadenn gant un amezegez kozh a lako anezhi da zizoloiñ mojennoù al ledenez. Skrivet ha c’hoariet gant Gwenole Cornec Sonerezh : Perynn Bleunven Sikour war ar skrivañ : Mai Lincoln Sikour war ar c’hoari : Thomas Cloarec
 Enrollañ ha kemmeskañ : Gwenole Peaudecerf Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic Tresadenn : Anna Duval-Guennoc

 Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast Enrollet e Studio Dizale e miz Meurzh 2025,
 gant skoazell Rannvro Breizh.
loading
Comments 
loading