DiscoverHeklev Faltazi
Heklev Faltazi
Claim Ownership

Heklev Faltazi

Author: Heklev Podkast

Subscribed: 1Played: 0
Share

Description

Embannet ez eus bet e vefe tourmant bras war an enezenn. Daoust da se e kemer komedianed ha teknisian ar gompagnunezh Serr-Noz ar vag da dreuziñ ar mor evit c’hoari pezh eno. Ar Roue Lear gant William Shakespeare. Tamm-ha-tamm e tro ar gomedienn da drajedienn. A rann da rann e kresk nerzh ar barrad-avel, prest da zistrujañ pep tra war an enezenn. Kreskiñ a ra war an dro live ar skoilhoù lakaet war hent ar gompagnunezh. Pep tudenn a rank stourm ouzh e vec’h diabarzh. Diskuilhañ a reer sekredoù. Betek lakaat ar gompagnunezh da darzhañ ?  

45 Episodes
Reverse
Chan Bohec a felle dezhi bezañ martolodez er morlu, evel he zad hag he zad-kozh. Met er morlu ne oa ket plas evit ar merc’hed. Pa erru an eil brezel bed ez eus ezhomm eus pep hini a oar tennañ gant ur fuzuilh, distruj hentoù-houarn pe fardañ bombezennoù ! Dont a raio Chan da vezañ bombezerez neuze !
Divouzellañ, dibennañ, didroc’hañ ar sardin, fritañ anezho hag o lakaat er boestoù-mir, noz ha deiz : setu labour Jozefin, a zo micherourez en ur fritur e Douarnenez. Start-kenañ al labour, evit ur gopr izel-kenañ. Hag hiziv eo bet nac’het eo bet gant ar pennoù-bras paeañ pemp real an eur. Ne chom nemet un diskoulm evit ar pennoù sardin : an harz-labour !
Dedostait tudoù kaezh, deuit da arvestiñ un abadenn eus ar re souezhusañ ! Dirak o taoulagad sabatuet e vo lakaet ar skeudennoù da fiñval !Treuzet eo bet ar meurvor Atlantel gant Maria Kerstrat hag he mab Herri, betek Amerika. En o malizennoù ez eus ur mekanik burzhudus, prenet digant ar vreudeur Lumière. Gantañ e kasint an abadennoù sinema kentañ e kêriadennoù Kanada. Met o zroioù-kaer ne reont nemet kregiñ !
D’an abourzhaj, mignoned ! Taolit ar grapinelloù ! War enez ar Vaot emaomp, kêr-benn ar vorlaeron e-kreiz ar mor Karib : ul lec’h dañjerus-tre. Met morlaer ebet ne ra aon da Anna. Pa vez lazhet he gwaz gant ar flibuster Lorañs De Graaf e kemer he fistolenn evit gervel anezhañ d’an duvell. Met an istor ne dremeno ket evel ma soñj dezhi… na d’an istorourien !
Ah, Pariz ! Kêr-benn ar gouleier hag ar sklêrijenn, ar skiantoù ha gwirioù mab-den… Fin, evit ar re binvidik ! Rak ar re baour a rank labourat dizehan evit gounit o zamm bara… Pe mont da vervel er brezel a-enep d’ar Prus. Met cheñch a raio penn d’ar vazh, rak emañ dispac’h bras kumun Pariz o tont, ha Natali ne chomo ket da walc’hiñ loeroù he gwaz !
loading
Comments