DiscoverHeklev Bugale
Heklev Bugale
Claim Ownership

Heklev Bugale

Author: Heklev Podkast

Subscribed: 2Played: 151
Share

Description

HEKLEV PODKAST a zo ur gevredigezh savet a-benn krouiñ ha skignañ istorioù a-vremañ e brezhoneg. Lañset eo bet ar raktres gant brezhonegerien: produerien, skrivagnerien, sevenourien, komedianed, muzisianed, hag ijinourien war ar son mennet da labourat asambles a-benn luskellat buhez pemdez ar vrezhonegerien gant marvailhoù da glevet. Ur c'henlabour eo etre Teatr Piba, Dizale, Radio Breizh, Timilenn ha Kalanna.

HEKLEV PODKAST est une association créée pour réaliser et diffuser des podcasts d'histoires contemporaines en breton. Le projet a été lancé par des artistes et technicien.ne.s désireu.ses. de travailler ensemble pour inspirer et questionner le quotidien des bretonnant.e.s. Il s'agit d'une collaboration entre Teatr Piba, Dizale, Radio Breizh, Timilenn et Kalanna.

125 Episodes
Reverse
Un istor skrivet gant Paskal HervioTremen a ra an istor-mañ d’ar mare ma oa dous ar mor c’hoazh, hag an holen ken prizius hag an aour. Hon daou haroz a zo tudennoù disheñvel-mik an eil diouzh egile. An hini kentañ zo ur paotrig fur, boas da verdeiñ e-unan-penn gant ur vag-vorlaeron. Evit bezañ eürus ne ra pep tra nemet war hanter. Erruout a ra war un enezenn vihan e-lec’h m’emañ ur marmouz teodek o vevañ. Hennezh a glasko dont da vezañ kalz galloudusoc’h ha kalz pinvidikoc’h eget na oa a-raok na errufe ar paotrig ...Skrivañ : Paskal HervioC’hoari : Yann-Herle GourvesSonerezh : Perynn BleunvenSikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Mai LincolnEnrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic-PlantecSikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc Produiñ : Anna Lincoln, Kalanna hag Heklev PodkastEnrollet e studio Dizale e miz Gouere 2026Gant skoazell Rannvro Breizh
An Disparti

An Disparti

2026-11-0620:37

Un istor skrivet gant Loeiza an DuigouAr paotr a ziviz tapout anv ar mafiozo Vito Corleone, pa dec’h eus e di evit ur vuhez nevez.  E dud a zo o tispartiañ, ha dispartiañ a ra diouzh e familh. Gant e vignoned nesañ e ra harz-labour ar vugale, ha mont a reont o-zri da vevañ e-kichen lenn an nadozioù-aer, e-kreiz ar c’hoad.Skrivañ : Loeiza an DuigouC’hoari : Florian EbelSonerezh : KrismennSikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Mai LincolnEnrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic-PlantecSikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc Tresadenn : Anna Duval-GuennocProduiñ : Anna Lincoln, Kalanna hag Heklev PodkastEnrollet e studio Dizale e miz Even 2026,Gant skoazell Rannvro Breizh.
Troadikellat, troadikellatDindan ar glav pe an heol Va rodoù a ruilh,Ruilh war an hentNe fell ket din diskenn kenAvel en va dremmKartennoù-post en va fennUr velo, tra kenMe eo MarielleLizhiri o veajiñ dre ar broioùReoù all 'n em goll a-wechoù Met, me 'lâr deoc'h,Kavout a rin un hent dezho !Kastell-Paol a zo va c'hêr dinTremen er straedoù 'ran ordinGant va belo, bras, hir ha melen, Diouzh 'noz pe diouzh (ar) mintinPapi a c'hoarzh, me, ne ran ket vannRannañ levenez a ranLizhiri karantez Ganto c'hwezh bedoù nevezIstorioù brav bemdez !Papi en deus skrivet din,Ul lizher iskis ha divoutinErruet eo re gozh hervezañDa genderc'hel da droadikellañ}
Un istor ijinet gant Mai Lincoln ha Lola Le BerreMarielle hag he zad-kozh a zo o veajiñ asambles, war bep a velo. Mont a reont dousik war o fouezig. En ur c’hafe e kemer Marielle amzer evit skrivañ da skolidi skol ar feunteun.Un istor skrivet ha sevenet gant Mai Lincoln C’hoariet gant Mona Caroff, Quentin Morvan, Gwenole Peaudecerf, Telio, Bleuenn hag Aziliz Elegoet, Arzel Chapalan ha Seza CornecEnrollet ha kemmesket gant Gwenole Peaudecerf ha Théophile Rousic-PlantecSonerezh ha sound design krouet gant Quentin Morvan ha Gwenole PeaudecerfSikour war ar brezhoneg : Gwenola CoïcTrugarez da skolidi skol Queliverzan e BrestUn heuliad produet gant Anna Lincoln Kenbroduet asambles gant Kalanna, Teatr Piba, Heklev Podkast ha radioioù kevredigezhel Breizh.Enrollet e studio Dizale e miz Even 2025 gant skoazell Rannvro Breizh.
Un istor ijinet gant Mai Lincoln ha Lola Le BerreTregaset eo Marielle rak dec’h e oa ul lizher eviti en he faner. Ul lizher bet skrivet dezhi gant he fapi Ifig. Ha ne oar ket petra respont dezhañ. Gant sikour ar vugale e responto dezhañ ha gant sikour Jojo e tizoloo ar pezh a zo e-barzh lizher Yann Kerazan !Un istor skrivet ha sevenet gant Mai Lincoln C’hoariet gant Mona Caroff, Quentin Morvan, Gwenole Peaudecerf, Telio, Bleuenn hag Aziliz Elegoet, Arzel Chapalan ha Seza CornecEnrollet ha kemmesket gant Gwenole Peaudecerf ha Théophile Rousic-PlantecSonerezh ha sound design krouet gant Quentin Morvan ha Gwenole PeaudecerfSikour war ar brezhoneg : Gwenola CoïcTrugarez da skolidi skol Queliverzan e BrestUn heuliad produet gant Anna Lincoln Kenbroduet asambles gant Kalanna, Teatr Piba, Heklev Podkast ha radioioù kevredigezhel Breizh.Enrollet e studio Dizale e miz Even 2025 gant skoazell Rannvro Breizh.
loading
Comments