DiscoverRADIO KERNE
RADIO KERNE
Claim Ownership

RADIO KERNE

Author: RADIO KERNE

Subscribed: 7Played: 2,484
Share

Description

Radio Kerne exists since 1998. It is a Radio station, entirely in the the Breton language, that broadcasts from Quimperlé to Brest on the frequencies 90.2 MHz, 92.0 and 97.5 MHz.
Radio Kerne broadcasts 60 hours of programmes in Breton every week, for the young as well as the older listener.
In these hours various types of programmes are proposed, featuring news emissions, live reports, bulletins on different subjects, comical programmes etc. The largest part of these programmes is produced together and in exchange with the other Breton-language radio stations : Arvorig FM, Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened.
The musical programmation of Radio Kerne is famous, broadcasting the music of local artists while staying open to the rest of the world at the same time. This choice of music attracts many listeners, Breton speakers as well as people who do not master the language.
3133 Episodes
Reverse
Fañch Galand zo ganet en Edern, e-kichenn Brieg. Er bloavezh 1975 'oa graet e soñj gantañ da vont d'ar Chin da labourat. Anvet 'oa bet e skol-uhel Nankin, evit deskiñ galleg d'un nebeud tud yaouank. Met ne oa ket aet e-unan : e wreg Renée hag o zier merc'h a oa deuet asambles gantañ ivez. A-benn neuze 'oa c'hoazh Mao Zedong e penn ar gouarnamant, met marv 'oa peuzfonnus goude-se, e miz-Gwengolo 1976. Komañset 'oa ar vro da zigoriñ un tammig hag Revolusion ar c'hultur 'oa war he fin. Daou vloaz 'oant chomet eno a-benn ar fin, a-raok dont d'ar vro en-dro. (Eil lodenn)
Fañch Galand zo ganet en Edern, e-kichenn Brieg. Er bloavezh 1975 'oa graet e soñj gantañ da vont d'ar Chin da labourat. Anvet 'oa bet e skol-uhel Nankin, evit deskiñ galleg d'un nebeud tud yaouank. Met ne oa ket aet e-unan : e wreg Renée hag o zier merc'h a oa deuet asambles gantañ ivez. A-benn neuze 'oa c'hoazh Mao Zedong e penn ar gouarnamant, met marv 'oa peuzfonnus goude-se, e miz-Gwengolo 1976. Komañset 'oa ar vro da zigoriñ un tammig hag Revolusion ar c'hultur 'oa war he fin. Daou vloaz 'oant chomet eno a-benn ar fin, a-raok dont d'ar vro en-dro.
Re Bell

Re Bell

2022-06-1701:29:27

-In the moon fest a vo a-benn an 9 a viz Gouere e Pouldergat. Lea le Goff, evit ar gevredigezh 'Planète pesto'. -Un tañva eus Rodeier gant Gilles Goyat, diwar-benn toponimiezh Plozeved -Galv ar sonerezh gnt Clément Frilley: an tango -Staj ar Falz gant Yann-Bêr Kemener -Keleier : Erwan Blanchard
- Atersadenn Emmanuelle Siohan e penn ar pol deskiñ e Skol an Emsav - Ar gronikenn Diskouez din - Heuliadenn ar sizhun diwar benn ar gevredigezh Yezhoù ha Yec'hed - Ur strollad da welet er festival Pies Pala Pop
- Atersadenn Pascal Henry, Kenrener skipailh kabaliñ Ségolène Amiot war ar renk evit an NUPES 'ba' trede pastell bro an departamant Liger-Atlantel evit an dilennadegoù kannad - Ar gronikenn Labous Web - Heuliadenn ar sizhun diwar benn ar gevredigezh Yezhoù ha Yec'hed - Ur strollad da welet er festival Pies Pala Pop
- Atersadenn Youenn Guillanton - Ar gronikenn Desaver Buzhug - Heuliadenn ar sizhun diwar benn ar gevredigezh Yezhoù ha Yec'hed - Ur strollad da welet er festival Pies Pala Pop
- Atersadenn Troiad ar c'herdin - Ar gronikenn Ouzhpenn ar Vretoned 'zo - Heuliadenn ar sizhun diwar benn ar gevredigezh Yezhoù ha Yec'hed - Ur strollad da welet er festival Pies Pala Pop
Re Bell Ganti 16/06/2022

Re Bell Ganti 16/06/2022

2022-06-1701:27:08

Re Bell Ganti 16/06/2022 Yann-Bêr Kemener, evit kontañ deomp deus e levr nevez : Guide des Noms de Lieux Bretons, embannet gant Skol Vreizh. Léa Le Goff, deus ar gevredigezh Planète Pesto, evit safaret deus ar festival In the Moon Fest Kronikennoù : Peseurt-mod vé lar't / Ul levr, un oberour / A-ramp war 'r Gomz Keleier gant Anton Burel
Moiaen a-walc'h zo da vezañ estonet o klevet tud Langidig o safaret brezhoneg a-wechoù ... ma n'oc'h ket boaziet deus o farlant ! Petra sinifi "ma 'hani-me, ho kani-c'hwi" lakaomp ? Ha deus pelec'h teu an dra-se ? Maxime Crahé neus displeget an dra-se da Eno
Ar merien

Ar merien

2022-06-1607:24

Ar merien kentañ a c'hallfe bezañ deuet war an Douar muioc'h evit 100 milion bloaz 'zo hag abaoe o deus koloniset tout an douaroù kazimant. Ha goût a ouzoc'h pegement a verien zo ? Ur miliard a viliardoù ! Ewen Korr zo 'vont da lâret deomp pegen souezhus eo an amprevaned-se.
Re Bell Ganti 14/06/2022

Re Bell Ganti 14/06/2022

2022-06-1501:26:24

Re Bell Ganti 14/06/2022 Daria ha Valentin, asambles gant Morgane Cotten, evit kontañ deomp deus ar Pride Month. Louis Spinec, prezidant SNSM Douarnenez, asambles gant Laetitia Fitamant Kronikennoù : 'Zhpenn ar Vretoned zo / Un den er bed Keleier gant Tomaz Laken
E brezhoneg Langidig, evel e kreiz Bro-Gwened, 'zo ur fenomen drol a-walc'h : ar son "-eus" a c'hall bezañ distaget "-é". An dra-se zo kaoz lakaomp 'vo klevet "pé bet ho pak ?" e plas "c'hwi 'peus bet ho pak ?". Maxime Crahé 'neus displeget an dra-se da Enora Molac.
Petroglifoù Murujuga

Petroglifoù Murujuga

2022-06-1503:25

E ledenez Burrup (Aostralia) zo moaien da welet lod deus petroglifoù koshañ ar bed : petroglifoù Murujuga. Ouzhpenn ur milion zo bet kontet betek-henn ! An Aborijened a soñj dezho 'oant bet graet gwechall-gozh gant ar sperejoù o defe krouet an Douar. N'eus ket par d'an dra-se neblec'h mod-all er bed, met en dañjer emañ bremañ : moged an uzinoù bras e-kichenn a c'hallfe distrujañ ar petroglifou ne vo ket a-bell. (Mersi bras da Estelle, hor stajiadez)
Stad bed ar yec'hed zo 'touesk an doseroù mallusañ ha pouezhusañ da dretiñ. Ma ne fell ket d'ar gouarnamant bet dilennet e miz Mae paouez gant ar steuñv bet disec'het gantañ moienoù an ospitalioù, petra gortoz digant an deputeed da zont disul? Youn Jardin, mouezh vrezhonek difennourien ospital publik Douarnenez, ha ledanoc'h eus holl ospitalioù publik Frañs. (Ur sujed gant Laëtitia Fitamant)
Distruj #25 : Madrid

Distruj #25 : Madrid

2022-06-1459:27

Gant heol miz Mae o deus bet c'hoant Herri, Snoopy ha Tangi mont da foetañ bro. Echu gant Bro-Euskadi, ha kemeret hent Madrid gant punk ha post-punk en ho tivskouarn. Goude ur weladenn deus karterioù punk ar gêr gant Herri e tiskoacho deomp fanzin « Quedate en Madrid ». Peadra da zizoleiñ al leurenn punk du-hont. Hep disoñjal an deiziataer. Vamos !
Distroet eo Mouli ha Tangi d'ho mare krennardiezh ar miz-mañ. Kaset 'vo tonioù deus Breizh « mod kozh » en ho tivskouarn, deus ar bloavezhioù 80 betek ar bloavezhioù 2010. Tonioù selaouet ha plijet gant an daou gamalad en o yaouankiz. Gant ar bochad sonadegoù o tont e vo un deiziataer hir e eil lodenn an abadenn, gant strolladoù a bep seurt, deus ar c'hrust d'ar post-punk, deus Bro-Saoz da Vro-Sarthe, 72 = BZH. Bec'h dezhi !
Da glevet en abadenn : - Atersadenn Metig Jakez-Vargas diwar-benn ar gelaouenn La Revue Z. Embannet eo bet ar 15-vet niverenn diwar-benn dodenn ar c'hoad. - Atersadenn Youn Jardin diwar-benn an Ospital publik e Douarnenez hag e lec'h all. - Ar gronikenn 2 vunutenn evit kompren. - Ar gronikenn astronomiezh Karront Sant Jakez gant Dominique Merien. - Ar gronikenn ar bed o trein diwar-benn an enezenn Lanaï.
- Céline Bruneau-Biguet, war ar renk evit an UDB, da geñver an dilennadegoù kannad - Ar gronikenn 2 vn 'vit kompren - Ergerzhadenn ur roazhonadez yaouank, Julia Mouazan - Strollad ar sizhun : Moon Gogo
- Alan Stivell ouzh mikro Anton Burel da geñver an diskouezadeg Celtique ? - Deiziataer : fest-deiz e kartêr an Dalby e Naoned - Ergerzhadenn ur roazhonadez yaouank, Julia Mouazan - Strollad ar sizhun : Moon Gogo
- Ar festival Artrock asambles gant Liz ha Raphael - Ar gronikenn Buhez bro Naoned - Ergerzhadenn ur roazhonadez yaouank, Julia Mouazan - Strollad ar sizhun : Moon Gogo
loading
Comments