Discover
Sinema

Sinema
Author:
Subscribed: 0Played: 23Subscribe
Share
© RADIO BRO GWENED
Description
Kaset da benn get Jean-Claude ar Ruyet.
Sell un den a sevenadur, displeget brav ha distaget fraezh, da reiñ deomp ali ha sklerijenn àr ar filmoù nevez da welet er salioù. Un digarez da brederiañ ivez. Bep sizhun, ur gronikenn da selaou hag ar skrid da heul.
Sell un den a sevenadur, displeget brav ha distaget fraezh, da reiñ deomp ali ha sklerijenn àr ar filmoù nevez da welet er salioù. Un digarez da brederiañ ivez. Bep sizhun, ur gronikenn da selaou hag ar skrid da heul.
195 Episodes
Reverse
Ur film sevenet gant : Franck Dubosc (2018).
Gant : Franck Dubosc, Alexandra Lamy, Elsa Zylberstein (1e47).
Gelliñ a ra an arvesterion en em c'houlenn pezh film a c'hell boud savet gant un den nad eo ket ober gant ar c'hamera e zouar-gwinizh. Nevez so nawazh e oamp bet sourprenet, ha braw, gant an taol kàer sevenet gant Albert Dupontel gant e film Au revoir là-haut.
Setu ur fentigeller arall é c'hoari gant e gamera ive : Franck Dubosc, daet ur film braw a-walc'h gantañ ive : Tout le monde debout ! Anavoud a raomp mousfent Franck Dubosc, pa c'hoari ar foeñvour par ma c'hell, pabor hag a anav peb tra, merc'hetaer touet, fier ha faro, ha liez tapet ive d'e dro, rag tro-dro dezhañ ne vez ket an dud sod ataw.
Amañ e kavomp ar memez den, rag Franck Dubosc an heni eo a c'hoari Jocelyn, ur penn embregerezh, ataw merc'hetaer touet, un den na'n deus ket mezh da livañ gevier evid doned da benn a amoediñ ar plac'hed. Etre fars ha bourd e laka ar sevener e ide da zisklosañ heb skuizhañ an arvesterion, rag ouzhpenn 80% anezhe o deus karet ar film, sañset.
C'hoarzhed a raomp evel-just, mez mantret omp ive pa welomp an den moned beteg strad ar vouilhenn a-gaoz d'e c'hevier. Rag n'hell ket ar Jocelyn-se parraad a lâred gevier, ha pikoloù gevier, pas c'hoari. Beteg moned re bell gante, beteg kouezhel en hent-dall. Setu aze danvez ar film : gweled a raomp un den gant e akustumañs boud c'hoarïet gant e fallbleg.
Goude marw e vamm e oa bet Jocelyn beteg ranndi honnezh, evid adtapoud marse diwezhañ soñjoù e vugaleaj. Ha du-se e ra anavoudegezh gant e amezegez (e voazinez), ur fulenn a blac'h. Siwazh evitañ, pa za ar plac'h-se e darempred gantañ ema azezet e kadoer rodeg e vamm, ha krediñ a ra ar vaouez yaouank ema handikapet ive... ha ne gred ket an den dizlâred diouzhtu. Setu penaoz en em gav Jocelyn gant un hent riskluz-braz. Rag goude boud graet anaoudegezh gant ar plac'h-se, honnañ a brezant he c'hoar dezhañ, ha hi en ur gadoer rodeg ive, mez maleuruzamant eviti, n'eo ket evid farsal. Ha ne gred ket Jocelyn lâred ar wirionez dirag an oll.
Penaoz tennañ a-dreñv bremañ, pand eo waet ken pell-se ? Daoust ma wel splann a-walc'h pegen sod ema e fesonoù, daoust m'ema e vignoned é lâred dezhañ distroiñ d'ar wirionez an abretañ ar gwellañ, ne gav ket ennañ trawalc'h a galonegezh evid talañ douzh ar gaou spontuz en deus lâret. Ha diskenn a ra en toull, pazenn ha pazenn, ha deval a ra en ifern en deus kroueet evitañ e-hunan gant e gomzoù dibouell. Ne wel ket mui penaoz distroiñ d'ar realded heb koll e hanw mad. Etre daou soñj ema : petra ' vo ar c'houstusañ evitañ, doned a-dreñv, da lâred eo disklaeriañ ar wirionez ha koll istim an dud tro-dro dezhañ pe derc'hel da voned gant e hent dall ?
Daoust d'ar re henn kar hag a ra o seizh gwellañ evid roiñ dorn dezhañ e foñs ar puñs, e talc'h da blantañ kaol ar faosoni, rannet ha frailhet e ene rag gweled a ra ar briz a vo da baeañ emberr. Ur film etre noz ha deiz eo enta, farsuz meur a skenenn ennañ mez siriuz-braz ive pa ziskouez an handikap hag e lec'h er gevredigezh. Plijuz eo gweled Alexandra Lamy hag Elsa Zylberstein, daou bortred a vaouezi dalc'het gant o c'hoantoù hag o foanioù, poanioù-korf ha poanioù-spered.
N'eo ket ar gevier traoù dibaot. En-dro dimp e vleuñvont hañv-gouiañv, beteg penn uhellañ ar gevredigezh, er broioù estren kement hag er vro-mañ, en endro pell kement hag en endro tost. Ennimp marse, kit da ouied... N'eo ket gwir ?
Ur film sevenet gant : Scott Cooper (2018).
Gant : Christian Bale, Rosamund Pike, Wes Studi (2e14).
Lâred a ran deoc'h krenn-ha-krak, heb gortoz pelloc'h : na lennit ket ar pennad-mañ mar karit mez kit da weled ar film a ziskouez dimp eh eus lec'h d'ar westernoù er sinema c'hoazh.
Ur gouron e oa bet ar c'habiten amerikan Joseph Blocker e-pad brezel an Digevrediñ. Mez en Amerik, er bloaz 1892, e oa daet da voud ur gouarner-prizon en ur c'hreñvlec'h e-kreiz stad ar Mec'hik-Nevez. Ha setu ma voe goulennet gantañ moned dre red da gas ar penn-brezel cheilhenn, Yellow Hawk, klañv braz, hag e familh ouzhpenn, beteg o zouaroù-orin, pell-pell a-vaze. Oblijet e oa, ya, rag nen doa ar c'habiten nemed disprizañs evid an Indian-se en doa lazhet meur a vignon dezhañ.War o hent e kavont Rosalee Quaid, ur vaouez bet lazhet toud he familh ganti gant Komanched ar c'hontre.
Gwallgaset e oa bet toud an dud-se gant ur vuhez rust ha kaled. Leun int a gounnar hag a zisfiziañs e-keñver o nesañ. Ha war an hent dañjeruz e vo red dezhe moned gantañ, e vo daw dezhe ober anavoudegezh kenetreze ha kontañ unan war egile evid treuzvevañ, a-gaoz d'an natur c'harw, pe abalamour da dud arall tort o speredoù.
Gwerso n'em boa ket gwelet ur western ken speredeg. Leun a feulster ennañ, ur gwir western enta, mez leun a breder, leun a garantez, braw-braz ar maezadoù lec'h ma kerzh an dud enne. Diouzhtu e soñjomp e Edward S. Curtis en doa bevet e fin ar c'hantved-se e-mesk Indianed an Amerik ha laosket dimp fotoioù ag ar re vravañ war o divoud. Strewet e pewar-ugent meuriad bennag e oa o niver tro-dro d'ur milion en XVIIIved kantved, pa ne chome ket mui nemed 40 000 anezhe pa'n doa kroget Edward Curtis da voned e darempred gante.
Gelloud a raer gweled ar film evel un astenn a labour Curtis, gant ar muioc'h a vuhez a c'hell ar sinema kennig. Petra a c'heller tennañ ag an daolenn fromuz-braz-se, akord an arvesterion evid lâred e oa erfin ur western gant tudennoù e c'hellomp santoud rac'h ar pezh a dreuz o c'halonoù hag o speredoù ? Evid ur wezh e vez santet don-don psikologiezh an dud ha mard eo hir ar film ne santer ket tamm hirder ebed e-barzh.
Ar pezh en deus skoet war ma spered eo ar santimant-mañ, an heni a c'hell lakad melkoni da zoned war ene an den : boud arruet gant ar c'hetal (interface), da lâred eo war an treuzoù etre daou ved : unan éc'h achuoud, dre heg liez, dre ziouver a zoujañs, hag ur bed arall é toned, splann a-walc'h dija e framm, ha n'eo ket sur tamm ebed e vo gwell an traoù ennañ nag eurusoc'h an dud o do ankouaet an heni kozh emberr. Evel-se eh a ar vuhez war-raog, evel-se e kouezh e izlonk an amzer sevenadurioù o doa bleuñvet e-pad kantvedoù kent moned er-maez a wel.
Amañ e welomp fin amzer an Indianed, kompren a raomp ema achu an oferenn evite. Daet eo ar marc'h-du hag e vagonioù da voud trec'h war ar roñseed. Daet eo ar fuzuilhennoù da voud mestr war ar gwaregoù, daet ar re wenn da voud mistri ar re ruz. Mez er vandennad vihan-se a heulïomp war an hent en un natur bamuz he braventez, e santer keuz ha glac'har un Amerik savet war aloubadeg rust douaroù sakr. Gouied a raomp bremañ ar pezh a zo bet graet ag an Douar a-c'houde. Ha dasson a ra c'hoazh komzoù peurbadel an Indian Seattle e 1854. "Ne ziskouez ket an dud wenn remerkañ an aer a vez analet gante. Emaint evel an heni a laka meur a zeiz evid mervel : ne glew ket ar fallvlaz nag ar bestañs a sav diwar e gorf."
SIN-171222- L'INTELLIGENCE DES ARBRES
L'INTELLIGENCE DES ARBRES
Un teulfilm sevenet gant : Julia Dordel ha Guido Tölke (2017, 1e20).
E-pad milvloaziadoù en doa bevet mab-den e-kreiz an natur, e-kreiz ar gwez, e-kreiz ar plantaj a beb sort a greske war an douar. Mez e-pad un amzer hirroc'h c'hoazh, e-raog donedigezh mab-den, e oa bet ag ar gwez hag ag ar plantaj-se dija. Gelliñ a raomp kompren neuze eh eus, gant ar gwez hiziw, ur skiant-desket n'he deus ket netra da weled gant heni an denelezh. Kozh-Noe eo skiant-desket an denelezh nawazh, mez heni ar plantaj a ya d'en em goll e brumennoù un amzer n'hon eus ket anavet biskoazh, ni, tud an douar.
Neuze, e-pad milvloaziadoù e oa daet da vab-den kompren an natur, rag bugale an natur eo an denelezh, pa denn he boued anezhi. Ha pa ne zebr ket ag ar plantaj end-eeun e tebr loened hag a denn o buhez, diouzh o zu, diwar ar plantaj. Ha daet e oa mab-den da santoud e oa ur menier speredegezh en natur. Setu perag e klaske c'hoari braw gant ar speredegezh liezfurm-se. Hanvioù a veze roet d'ar vouded a veve er gwez hag e kement plantenn a oa, noziganed, dorniganed, boudiged... Doueed ha doueezed e veze doujet doute hag enoret pa arrue an termen. Lidet e veze ar rannvloazioù ha momantoù heverk ar bloaz. Da verkañ resiz an deizioù braz-se, e veze savet monumantoù ramzel, ken stank e Breizh, e Karnag hag e lec'hioù arall. Sañset e oa bet beteg 70 000 ag ar savadurioù-se dre-'mañ, menhiroù, dolmenoù ha karnoù a beb sort, pa ne chom hiziw nemed un drederenn hebkén anezhe. Studïet e veze an oabl, ar stered. Liammet e veze ar labour-douar gant kresk-digresk ar loar. Krennlavarioù helaezh a zo test a gement-se e kement yezh a zo.
Mez en un taol, setu daet mab-den da voud Doue : gouest da gompren peb tra e oa daet da voud. Un dra da sujediñ hebkén e oa an natur evitañ, madoù da dennañ anezhi ha mad pell zo. Ha ni neuze da doullañ an douar, ha da dennañ hardizh rac'h ar pinvidigezhioù a oa kuzhet e-barzh, petrol, metaloù, diamantoù ; da strewiñ louzoù helaezh war ar parkadoù gwinizh ha segal ; da c'hoari gant genom ar maïz hag ar soja. Ha neuze, endra ma oa chomet an dud tost douzh an natur ha doujuz en he c'heñver e-pad milvloaziadoù, setu bremañ ar blanedenn en arvar goude daou gant vloaz hebkén ag an antropoken, da lâred eo ar prantad ma vez treuzfurmet ha merket don hon planedenn ganimp, an denelezh m'ema peb unan ahanimp lodeg enni.
Kredet hor boa e oa ar baradoez war an douar diragzimp, just aze, dindan hon dorn. Ha ne ra ar baradoez-se nemed pellaad pandeogwir ne ouiomp ket ha tud a vo war an douar c'hoazh a-benn daou gant vloaz a-vamañ pe pas.
Kuriuz ar vuhez : pellaet hor boa a-zoc'h an natur gant ar skiant vodern, rust ha groz un tammig pa oa bet ganet en XVIIIved kantved. Gant ar skiant a-hiziw, a za da voud soutilloc'h, a za da voud gouiañs wirion, setu ma komañsomp tostaad douzh an natur en-dro, n'eo ket evid he distruj hardizh evel pennoù brell ma oamp (ha mah omp c'hoazh re liez), mez evid moned e darempred ganti en-dro, evid he gwarantiñ ha dreist-oll evid en em warantiñ, ni ive. Ha ne za ket ar remedoù douzh hon drougoù ag an natur ? Ha n'eo ket yac'husoc'h hon boued pa ne vez ket taolet loustoni kimieg da vagañ an douar ?
Mez pelloc'h eh a ar film-mañ c'hoazh : liammoù tanaw zo etre ar gwez. Ur forester en doa henn santet, ha gwir ar pezh en deus skrivet, hervez ar skiant a-vremañ. Ne selloc'h ket mui douzh ar gwez evel e-raog bremañ kén...
Jean-Claude Le Ruyet.20171222b.243F.
SIN-171215-LES GARDIENNES.docx
LES GARDIENNES
Ur film sevenet gant : Xavier Beauvois (2017).
Gant : Nathalie Baye, Laura Smet, Iris Bry (2e18).
Ema Xavier Beauvois anavet bremañ evel unan a sevenerion wellañ ar Frañs. Goude N'oublie pas que tu vas mourir (1995) ha dreist-oll goude Des hommes et des Dieux (2010, Priz Braz Cannes ar bloaz-se ha Cesar ar gwellañ film e 2011), ha daoust d'un afochadenn a-fed kenwerzh (La rançon de la gloire e 2014), setu-eñv en-dro gant ur film diwar-benn ar brezel 14, é tiskoueziñ rol ar maouezi chomet war an dachenn pa oa o zadoù, o breuder, o gwazed pe o faotred war an talbenn, pell du-hont douzh tu ar Reter.
En amzer-se, da lâred eo kant vloaz so, e oa kazimant an oll dud, er Frañs, en Alamagn, en Europ hag er bed a-bezh kredabl peizanted. D'an amzer-se e oa staget an darn vuiañ ag an dud douzh an douar, evid produañ boued, en em vagañ ha magañ ar bed. Setu perag en doa kredet Jean Giono skriv, e 1938, pa sante ar brezel é tostaad en-dro, e lizher d'ar beizanted hag a oa bet ar muiañ niver ag ar soudarded kaset d'ar brezel e 1914. "En em lañsit e kroaziadeg ar baourentez a-eneb da binvidigezh ar brezel ! (...) E zizalvoudegezh absolut an heni eo a welan dreist peb tra er brezel. (...) Dedennet e vez an darn vuiañ ag an dud gant an euzh, an orrol ; en em santoud a ra an darn vuiañ ag an dud gouest da vevañ ha da vervel evel ar re arall ; n'int ket fachet a voud oblijet da roiñ ar brouenn a gement-se. N'eus rezon arall ebed d'an degemer a vez graet anezhañ ar verzherinti hag an aberzhiñ goude. (...) En em dennañ ag an droug, setu aze ar speredegezh" a lâre Giono.
Ha tra ma veze ar wazed war an talbenn, en dañjer a voud gloazet pe lazhet, ha gloazet pe lazhet lod anezhe dija, e chome ar maouezi gant re gamm ha re sïet, evel ma lâre ar sonenn, gant ar labour da gas da benn en o zachennoù, gant ar vugale da zesav, gant ar loened d'ober war o zro, an arad, an hadañ, an eostiñ ha kant tra c'hoazh ne oui ket an dud a-hiziw petra a oant, rag n'eus ket ar vuhez hiziw netra da weled gant heni an amzer-se. Ne vevomp ket mui er memez bed.
Tennet eo film Xavier Beauvois diwar ur romant bet skrivet gant Ernest Perochon e 1924. Hennañ oa bet skolaer publik er Vande hag anavet en doa ar brezel ive. E romant a ziskouez splann rol ar maouezi ha meuliñ a rae o labour hag o dînded en amzer-se. Setu ar pezh en deus klasket Xavier Beauvois diskoueziñ ive, ha daet eo da benn, a gredan. War-un-dro e rankan sinalañ filmoù arall en enor d'ar maouezi, filmoù hag a vez skignet an deizioù-mañ er salioù-sinema. Un deg zo anezhe, evel Les promesses de l'aube, Les conquérantes, M (komz a rin ag hennañ diwezhatoc'h).
Pa'm boa gouiet e oa bet choazet Nathalie Baye evid c'hoari Hortense, ar vamm ha hi e-kreiz an istoer, em boa bet aon e vehe bet artifisiel ar skeudennoù. Rag soñj 'm eus a film Claude Chabrol, 1980, Le cheval d'orgueil (gant Jacques Dufilhot, Michel Blanc ha François Cluzot) pe Germinal, heni Claude Berry e 1993 (gant Renault ha Gérard Depardieu). Diaez e oa bet din krediñ en istoer rag re a jestoù hag a elfennoù ne oant ket en o lec'hioù. Netra a-sort-se amañ : gouied a ra Xavier Beauvois selled pizh douzh peb elfenn. Ha plijadur 'm eus bet ive é weled Laura Smet, merc'h Nathalie Baye ha Johnny Halliday, c'hoari er film-se, heb ankouaad Iris Bry, Francine ar vatezh er film, splann ha glan.
Jean-Claude Le Ruyet.20171215a.242F.
SIN-171208-LE BRIO.docx
LE BRIO
Ur film sevenet gant : Yvan Attal (2017)
Gant : Daniel Auteuil, Camélia Jordana (1e35).
Setu amañ ur film leun a draoù e-barzh, a-fed kevredigezh ; a-fed moned-en-dro ur skol-veur ; a-fed enframmadur an dud daet ag ur vro estren da chom er Frañs ; ha c'hoazh a-zivoud bolontez an den d'en em dennañ ag e stad ha tapoud ar pezh en deus c'hoant, daoust pegen pell pe uhel e tiskouez boud. Mez Yvan Attal, ouzhpenn-se, a gennig ur film dimp hag a sach hon evezh ive war un dra pouezuz-braz ha na sellomp ket trawalc'h doutañ : galloud ar gomz. Hiziw e vevomp en ur bed a skeudennoù. Skeudennoù da beb termen hag e peb lec'h. Ha ne ouiomp ket o lenn liez. Rag red eo gouied lenn ar skeudennoù ive. Mez ankouaet hon eus ar gomz, a zo kozh-Noe nawazh. Penaoz e c'hellomp boud kaset-degaset ha lakaet da chelaou traoù pasket gant tud abil gouest d'hon lakaad da grediñ ema noz da greisteiz ?
Kontiñ a ra ar film istoer dic'hortoz ur plac'h donezonet mat evid he studïoù hag a garahe doned da voud alvokadez. Setu-hi neuze, Neïla Salah, enskrivet e skol-veur Assas, unan a re vrudetañ Pariz (lec'h ma ya, war am eus klevet, toud ar yaouankizoù chik ha cheuc'h ag ar gêrbenn -ar re n'o deus ket bet ar chañs da voned er Skolioù Braz d'an nebeutañ, Polytechnique, St-Cyr ha m'oar-me...). Degouezhoud a ra gant ur c'helenner ampart, Pierre Mazard, respetet evid e c'houiañs, mez anavet ive evel un den aez dezhañ moned da glask laoù e chaosoù an dud, evid e blijadur da gomañs. Mez ne vez ket ataw evid plijadur ar re arall.
Setu just a-walc'h ma kouezh e evezh war Neïla, e-sigur ma oa-hi degouezhet diwezhad d'e gentel.
Dre m'ema Neïla ur plac'h ag ar Maghreb e lâr ar c'helenner traoù displijuz dezhi, tost-mat douzh ar c'houennelerezh (ar rasizm). Mez filmet e vez ar skenenn gant ar studierion ha kaset an enrolladenn g'unan bennag anezhe beteg burew rener ar skol-veur. Setu Pierre Mazard lakaet diaez ur sort, rag ne oa ket an taol kentañ e oa tamallet traoù dezhañ, ha setu ar rener oblijet d'henn kas dirag ar c'huzul a genurzh (conseil de discipline).
War-un-dro e ta tud da gennig d'ar studierion kemer perzh, mar karont, en ur c'hoñkour helavarded (éloquence) er Frañs a-bezh. Daw eo d'ar gandidaded difenn ur sav-boent bennag war ur sujed roet dezhe, tra ma vo difennet an tu kontrel gant ur c'handidad arall.
Kredabl en doa divinet Pierre Mazard e oa speredeg ha youleg ar plac'h-se, rag kennig a ra da Neïla en em enskrivañ d'ar c'hoñkour-se, ha kennig a ra dezhi, ouzhpenn-se, he harpañ evid gounezañ. Diskoueziñ a ra ar film penaoz e c'hell an den doned da benn ag ur pal a-sort-se : komz splann, distagañ e c'herioù, komz kreñv, chomel heb boud distabillaet gant arguzennoù ar re arall, daoust pegen kriz e c'hellont boud, beteg moned da letaad meur a wezh.
Er metoù-se n'eo ket ar wirionez ar pezh a gont, mez boud trec'h, diskoueziñ d'ar re arall ema ar wirionez ganimp. Ha pennoù braz o doa tremenet amzer evid pleustriñ war an afer, hag Arthur Shopenhauer da skwer, filozofer alaman (1788-1860), en doa skrivet An arz da gaoud rezon ataw lec'h ma renable c'hwec'h feson ha tregont da gendrec'hiñ an dud. Boud e vehe un dra vad da beb den studïal un tammig ar levr-se, evid boud gouest da weled penaoz e ra an heni en deus c'hoant d'hon lakaad da lonkañ lostoù-leue.
Bourrabl eo ar film ive evid ma ro ur rol nevez da Daniel Auteuil, daet da voud un aotrou bremañ. Hon lakaad a ra da grediñ en istoer, daoust m'ema dic'hortoz. Gweled a raomp penaoz e ta an daou zen, Pierre Mazard ha Neïla Salah, ken pell an eil diouzh egile e deraou ar film, da voud tost a-walc'h, a-benn ar fin.
Jean-Claude Le Ruyet.20171208b.241F.
SIN-171201-TEHERAN TABOU.docx
TEHERAN TABOU
Ur film-bevaad sevenet gant : Ali Soozandeh (2017).
Meur a film zo bet savet dija a-zivoud an dispac'h izlameg en Iran, filmoù sevenet er vro he-hunan pe liez er-maez ag ar vro, gant Iranianed en harlu. Lod ag an dud-se zo anavet madig a-walc'h bremañ, evel Abbas Kirostami (Le goût de la cerise, Palmenn aour Cannes 1997), Jafar Panahi (Sang et or, 2003) pe Asghar Farhadi (Une Séparation, Ourz aour e Berlin e 2011 ha Le Client, 2016).
Lennet ho poa marse ive bannoù treset Marjane Satrapi, Persepolis, pe gwelet ar film-bevaad tennet ag ar bannoù-se ha daet er-maez e 2007, a gonte penaoz e oa daet ar vollahed da voutañ ar Shah er-maez ag an Iran e 1979. Gant ar Republik Izlameg e oa bet savet Komiserion an Dispac'h, evel Komiserion ar Bobl savet gant ar Volcheviked er Rusi pe Gwarded an Dispac'h ar Strollad Komunist e Bro-China.
Setu un film-bevaad hag a zo evel ur c'hlokamant da Bersepolis, mez lakaet ar pouez e-barzh war ar sekselezh dreist-oll. Diskoueziñ a ra ur gevredigezh skizofren, da lâred eo faoutet dre an hanter, ataw é vrallañ etre he c'hoantoù naturel, re peb den a-benn ar fin, ha re ur galloud relijiel amañ hag en deus c'hoant da lakaad peb unan da blegañ dindan e lezennoù gwaskuz. Ar pezh a zo, zokén ar waskerion n'int ket evid heulïañ ar pezh a c'houlennont gant ar bobl ober. Setu aze, disklaeriet ur wezh ouzhpenn, mez pegoulz e kompreno an denelezh ? sotoni ar re-c'halloud. Pa vehe tu da beb unan reniñ e vuhez gant respetiñ e nesañ, n'hell ket lod parraad a c'houlenn groñs gant ar re arall ober evelte, daoust d'o c'hoantoù kontrel.
Taolennañ a ra ar film, ha trumm, adal ar skeudennoù kentañ, ar seks enta, mez ive ar bogodiñ, ar gasterezh, an drogach, ar berzadurioù relijiel. Ar berzadurioù-mañ é troiñ tro-dro da aferioù ar garantez ha d'ar sinoù fizik hag ar garantez etre daou zen. Arabad d'ur paotr krogiñ e dorn e zousig er ru, a-wel d'an oll : gwarded zo ha lemm o selloù evid kas an daou istrogell-se da dapoud o fegement er post-polis ha paeañ un dell-gastiz bennag (nemed hag e vehe roet ur bakhschich a-feson d'ar chef).
Kontiñ a ra istoer un nebeud tud, c'hoant dezhe bevañ er gevredigezh dalc'het stard-se, ha torriñ an tabouioù, heb moned re bell, rag evel-just e klask peb unan chomel béw ha yac'h. Ar re o deus trawalc'h a nerzh, ha trawalc'h a spered ive evid boud finnoc'h eged ar waskerion, a glask hag a gav, pa vez ken strizh an endro, tuioù da dapoud ar pezh a faota dezhe tapoud. Kuit a baeañ ur priz a c'hellont paeañ, uhelbriz meur a wezh, mez izelloc'h eged priz o frankiz hag o c'hoant pennañ.
Evel-se e heulïomp ur paotr hag a garahe kavoud trawalc'h a argant evid paeañ rapariñ he ridenn d'ur plac'h bet c'hoarïet gantañ. Drol e tiskouez boud an dra-se dimp amañ, mez arabad farsal gant ur mank a-sort-se e broioù zo. Dle eo d'ar plac'h-se moned da zimeziñ gant un den arall, ur marc'hmul a zen, ha gwell chomel heb moned da glask c'hwenn en e chaosoù. E gwirionez ne oa hennezh nemed un trafiker merc'hed yaouank.
Gweled a raomp ive ur vaouez waet da vevañ gant ur barner barveg, dreist-oll evid gelliñ kavoud ur skol a-feson evid he mab, mud a-vihanig. Gouied a ra ar barner penaoz komz douzh ar renerez evid he lakaad da blegañ hebdale.
Toud emaint é c'hoari kuzh-kuzh-logodenn gant ar vollahed. N'eus nemed pilpouzerezh e peb lec'h ha da beb termen. En ur gevredigezh renet gant ar "berzet eo" pe "arabad ober tra-mañ-tra" e klask peb unan, ha kousto pe gousto, tennañ e anal en ur mod bennag. Un deiz kredabl e torro ar wask...
Jean-Claude Le Ruyet.20171201b.240F.
SIN-171124-LE JEUNE KARL MARX.docx
LE JEUNE KARL MARX
Ur film sevenet gant : Raoul Peck (2017).
Gant : August Dielh, Vicky Krieps, Olivier Gourmet (1e58).
Ha tro ho peus bet da lenn Manifest ar strollad komunist pe Ar C'hapital ? Moian zo deoc'h henn ober c'hoazh, rag oberennoù Karl Marks n'int ket diamzeret-tre. Gwelet hon eus da betra o doa troet, ha mar bez anavet ar gwez diouzh o frouezh e vehe peadra da ziwall douzh ar pezh a oa bet koñsevet e spered an den-se, Karl Marks, hag en doa respontet da levr Proudhon, Philosophie de la Misère gant ur flemmskrid berr : Mizer ar filozofiezh. Mez un dra vad eo klask kompren ar pezh en doa maget preder Marks, ha petra ha penaoz e oa daet an den da sevel kentañ teorienn don ha skiantel diwar-benn ar Labour.
Ganet e oa bet Karl Marks e 1818 e Trev (en Alamagn) ha marvet e 1883 e Londrez. Eñv en doa bet tro d'ober meur a vicher, da skwer kazetenner pe filozofer, mez anavet eo dreist-oll evid boud prederiet war ar mod da gas an dispac'h da benn. Pa oa kazetenner en Alamagn eo e oa daet dezhañ an c'hoant da gompren gwell penaoz e yae ar bed ekonomikel war-raog. A-gaoz d'e skridoù dispac'her e oa bet argaset gant gouarnamant ar Prus ha setu perag e oa waet da chom da Vreizh-Veur, e Londrez, gant e vaouez Jenny. Seizh a vugale o doa bet asamblez, pewar a varvas yaouank a-walc'h.
Boud e oa an Alamagn neuze bro meur a filozofer brudet : Kant, Hegel, Feuerbach... Karl Marks en doa tennet e vad anezhe sur a-walc'h, ha pa vehe hebkén evid troiñ kein d'an "idealizm alaman", ar pezh en doa graet. Studïet en doa dispac'h gall 1789 ha heni 1848. Ne wele ar relijion nemed evel "opiom ar bobl". Mez maget e oa bet e breder ive gant ar chañchamantoù braz a oa degouezhet er gevredigezh en XIXved kantvlead : ar greanterezh é sevel a-vraz hag é tennañ beteg re war nerzh-labour peizanted kuitaet ar maezoù gante evid moned da c'hounid o c'hreun e kêr. Etretant en doa graet anaoudegezh gant Friedrich Engels, mab ur greantour a Vro-Saoz, hag en doa studïet penaoz e veze gwasket ar labourizion en uzinioù, e Manchester ha rac'h.
Daet e oa Karl Marks da grediñ ne oa ket mui un dornad tud hebkén hag a c'hellehe chañch penn d'ar vazh mez ar "masoù poblel", ha termenet en doa e vehe an tàerder benveg an dispac'h, kent ma vehe staliet "diktatoriezh ar proletariad". En XXved kantvlead eo e oa bet savet meur a strollad politikel diwarne, ha gouied a raomp bremañ ar pezh a zo daet da-heul. Meur a zispac'h dre ar bed zo daet diwar ar marksizm, mez an heni pouezusañ zo sur a-walc'h heni miz Here 1917 er Rusi.
Ne oa ket an oll dud bennigerion Lenin pe Stalin en o amzer, evel ma oa bet Aragon pe Eluard. Skrivagnerion zo a ouie hag a lâre pesort ifern ha n'eo ket paradoez a oa en tu arall ag ar "ridew houarn". Armand Robin e Breizh, dre chelaou douzh ar radio sovietel, a ouie meur a dra. Mez gant ar perestroika lañset gant Gorbatchev e 1989, pa oa bet digoret lod ag an dielloù rus, e oui an dud ne oa ket ar c'homunizm-se nemed un diktatoriezh ag ar re terruplañ, gant milionoù a dud toull-bac'het, boureviet, lazhet pe kaset d'ar Siberi, er pezh a oa bet taolennet gant Solyenitsine evel "Enezeg ar Goulag".
C'hwitet taol Marks neuze evid kavoud ur gevredigezh justoc'h ha liproc'h. Nawazh, piw a c'hell lâred e ya mad an traoù gant an denelezh hiziw, pa ya ogozig oll binvidigezh ar bed gant un dornad tud hebkén ? Pezh diskloum d'ar problem-se ? Penaoz ober ?
Jean-Claude Le Ruyet.20171124a.239F.
SIN-171117-THE SQUARE.docx
THE SQUARE
Ur film sevenet gant : Ruben Östlund (2017).
Gant : Elisabeth Moss, Claes Bang, Terry Notary (2e22).
Gant rezon en deus deroet juri Cannes 2017 ar maout d'ar film The Square, da lâred eo "Ar garrezenn". Ha petra eo ar garrezenn-se ? Oberenn bennañ un arzourez he deus treset war ar leur ur garrezenn bevennet gant ur seizenn c'houloù, hag ur skritell skrivet ur frazenn warni, ur frazenn hag a gouvi an dud da voud breuder hegarad.
Evid ar skiant ezotereg ema ar garrezenn simbol an Douar, tra m'ema ar gerlenn heni an neñv. Moian zo kompren ar film enta evel ur sorbienn war stad ar bed hiziw, dre lagad ur mirdi hag a ro bod da oberennoù modern, sañset digoriñ an hent da fesonoù nevez da gompren ar bed, ar vuhez, mab-den a-benn ar fin. Oberennoù modern, mez beteg re marse.
Dre heulïañ rener ar mirdi-se e weler beteg menn e vez kaset lennerion ar pennadoù-journal a gomz a gement-se hag an dud kuriuz a gred doned da weled an traoù ezpozet. Ha setu an aters pennañ, simpl a-walc'h a-dreñv luziatez frazennoù pompaduz ha misteriuz na vezont ket komprenet gant ar c'hazetennerion o-hunan : daoust ha doned a ra un draezenn ne vern peheni un oberenn arzel adal ma vo roet ur lec'h dezhi en ur mirdi bennag ?
Rag aze ema an dalc'h. Peb unan en deus bet tro kredabl da weled traoù (oberennoù arzel ne ouian ket), traoù diskouezet d'an oll re a bae o zikedoù da zoned e-barzh, ha lod ag an traoù-se un douetañs vraz war o divoud : hag arz eo pe n'eo ket arz ?
Petra bennag a soñj an den dirag an traoù ezpozet-se, d'an nebeutañ e vez henchet e selloù trema un dra nen dehe ket remerket er vuhez ordinel : ur velo gozh difoñset rac'h, un tamm mur brik bennag hanter foñdet pe ur yuc'h sabl. En un taol e vez boutet dirag an dud traoù ar vuhez pemdez evel pa vehent oberennoù é tiskoueziñ ijin arzel mab-den. Ha traoù daet da voud kér-ruz goude-se. Komprenabl eo en em c'houlenn an dud meur a wezh ha ne vez ket graet goab anezhe.
Da-heul pazoù rener ar mirdi-se, evid e labour pe evid e vuhez-familh, e vez dizoloet skenennoù dic'hortoz kàer, souezhuz ha chifuz meur a wezh. Traoù limit groñs. Mez daoust ma c'hellont boud er-maez ag ar skiant vad e teskont dimp meur a dra diwar-benn buhez an dud war an Douar, pell a-zoc'h ar baradoez e oa anezhañ pell braz so, e-raog ar pec'hed-orin, hervez ar Bibl. Mez petra an diaoul zo kaoz eh a an traoù a-dreuz kement"se ?
Unan a skenennoù kreñvañ ar film zo an heni a zo bet diskouezet evid henn prezantiñ. N'omp ket er mirdi kén, mez en ur preti chik lec'h m'ema tud gwisket deread é c'hortoz ma vo laosket ur loen da dremen e-mesk ar gouvidi. Ha lâret e vez d'an dud chom heb kaoud aon, rag gouest eo ar loen-se d'henn santoud ha da dostaad doute. Kuriuz an dud gant an taol-arnod-se, paeet kér gante sur a-walc'h an droed da kemer perzh en abadenn. Mez ar loen n'eo ket 'med ur gwaz, ur menier Tarzan, hanter gorilh hanter den, noazh-pipouilh ar lein ag e gorf, ha foeñvet e gigennoù dindan e groc'henn lufruz. Ne gomz ket : krial a ra ha mouskomz a ra evel ur marmouz.
Farsuz e kav an dra-se an dud da gomañs. Mez troiñ a ra an abadenn da fall pa grog ar loen gouez-se da sailhañ war an taolioù, da dorriñ ar gwer ha da stlejal ur plac'h dre he blew. Emzalc'h an dud tro-dro a zegas da beb unan peadra da brederiañ war ar skiant vad hag ar galonegezh. Ur film da weled evid mad ar soñjal...
Jean-Claude Le Ruyet.20171117b.238F.
SIN-171110-AU REVOIR LÀ-HAUT.docx
AU REVOIR LÀ-HAUT
Ur film sevenet gant : Albert Dupontel (2017).
Gant : Albert Dupontel, Nahuel Perez Biscayart, Mélanie Thierry, Laurent Lafitte, Niels Arestrup (1e57).
Goude boud gwelet e film diwezhañ e ta soñj din en deus kavet Albert Dupontel e aval-orañj amañ : setu ur film hag a chomo evel ur bonn en e broduadurioù sur a-walc'h. Savet eo bet diwar romant Pierre Lemaitre, Au revoir là-haut (deroet ar priz Goñkour dezhañ evid-se e 2013). N'eo ket tre ar film evel ar pezh a gaver er levr, mez kenlabouret en deus Pierre Lemaitre gant Albert Dupontel evid peurlipad ar senario. Hag un taol ag ar re gàerrañ eo, a-dra-sur.
Kontañ a ra avañtur daou zen, an heni kentañ un treser donezonet-braz, hag an arall, Albert Maillard, ur c'hontaouer bihan, c'hoariet gant Albert Dupontel e-hunan. Graet o doa anavoudegezh e-pad ar brezel 14, e foñs ar c'hlazoù ha war an dachenn-emgann, hag int dindan urzhioù ur c'habiten tort e spered ha didruez-kàer (ur gwir salopri, un dra vrein, evel ma veze lâret), un den divalaw e peb sort keñver hag a gare ar brezel.
Krogiñ a ra ar film da zeiz an arsav-brezel, pa glask ar c'habiten-se tapoud un tamm plijadur c'hoazh dre astenn an emgannoù evitañ e-hunan, ha se dre gas e soudarded da voud lazhet pe gloazet. Setu penaoz e ta an treser d'e vro en-dro, distreset-braz e fas, hag oblijet da chomel astennet war e wele en ospitalioù, mizioù pad. Ne grede ket zokén en em ziskoueziñ d'e familh, hag en em lakaad a raas da gempenn maskoù evid gelloud en em brezantiñ dirag an dud.
Chomel a ra Albert Maillard gant e gomper maleuruz, é klask ober e seizh gwellañ evid aesaad buhez e baourkaezh kamarad en doa sovet e vuhez dezhañ dindan an obuzoù. Ha setu daet un ide dezhe evid bevañ en o aez goude o foanioù : gwerzhañ d'ar c'humunioù (mez war ar paper hebkén) monumantoù evid ar soudarded varw !
Diwar an danvez-se eh eus bet savet ur film barok, war-un-dro leun a fent ha skrijuz ha terrubl diwar-benn ar brezel ; diwar-benn ar re chomet mac'hagnet evid ar peurrest ag o buhezioù ; diwar-benn ar re n'o dez na truez nag istim evid ar soudarded chomet war an talbenn.
C'hoarzhed a ra an den dirag ar skenennoù drol a gaver e-barzh, gant an dialogoù saouruz ha dic'hortoz. Ouzhpenn ur wezh e ta soñj dimp a vBuster Keaton pa welomp Albert Dupontel, alias Albert Maillard, den mastorneg ha simpl, dreist-oll pa chom simudet ha bleup dirag an dud arall.
Setu ur film ouzhpenn war ar brezel 14, mez unan hag a ro da gompren, en tu arall ag ar fent, penaoz he doa dalc'het ar vuhez da voned goude pewar bloaziad braouac'h. Pa glask an dilennidi hag ar pennoù braz enoriñ ar re varw dre baeañ kér a-walc'h monumantoù braz da lakaad war blasenn o c'humunioù, e klask ar re a zo chomet béw treuzvevañ, rag dezhe ne vez ket kenniget kalz a dra.
Pinvidig eo ar film, kempleget an darempredoù etre an dud, beteg e diabarzh ar familhoù ; pe etre penn-braz ar c'horn-bro, an heni leun e sac'h a argant (c'hoariet ag an dibab gant Niels Arestrup), hag ar politiker sod, digapabl da weled pelloc'h eged penn e fri. Ne vez ket gweled kalz ar maouezi : petra 'faot deoc'h, ema ar brezel afer ar wazed, n'eo ket ? Mez ar pezh a chomo pell e spered an arvesterion marse zo pouez ar maskoù er film. Maskoù evid kuzhad ar pezh n'hell ket an den diskoueziñ anezhañ. Mez ive maskoù evid pellaad "ar faset torret" a-zoc'h an dud ordinel, c'hoant d'ar re-mañ ankouaad euzhted an emgannoù n'ho doa ket anavet nawazh. Taolit ar maskoù hag e vo gwelet vileni ar brezel.
Jean-Claude Le Ruyet.20171110b.237F.
an arzour brudet e fin e vuhez
SIN-171027-FAUTE D'AMOUR.docx
FAUTE D'AMOUR
Ur film sevenet gant : Andreï Zviagintsev (2017).
Gant : Matvey Novikov, Marina Spivak, Marina Vasilieva, Alexeï Rozin (2e08).
Daet eo Andreï Zviagintsev da voud unan a bennoù braz Festival Cannes bremañ, daoust ma n'eo ket bet deroet ar maout dezhañ c'hoazh. N'em boa ket bet tro da weled An Distro (Le retour, e gentañ film hir e 2003), mez chomet eo em fenn skeudennoù Elena (2012) ha re Leviathan e 2014.
N'eo ket ur sell tener a vez taolet gant Zviagintsev war e vro c'henidig. Ar pezh a ziskouez dimp peurliesañ zo ur Rusi diaez dezhi en em zijabliñ ag he gwiskamantoù kozh, kustumoù diamzeret, melestradur reud ha didruez, natur gwallgaset. Ha p'en em daol e vro er vuhez a-vremañ n'eo ket 'med gant ar pezh a welomp amañ evel distresadurioù ar bed kornôgel, a-sort gant an Ifonoù implijet da beb termen evid traoù dister-toud, ar bouestoù plastik lec'h ma vez lakaet boued ar c'hantinoù, ha kement zo, zokén an istoerioù sañset boud farsuz ha didalvez e gwirionez.
Amañ e fardomp en ur vuhez-familh, mez ur familh waet kuit ar garantez anezhi gwerso. Pa ya kuit ar garantez etre an daou zen ag ar c'houblad e c'heller kompren. Mez amañ eh eus ur c'hrouadur pewarzeg vloaz ouzhpenn, ha n'eus karantez kén evitañ naket, nag a-berzh e dad, na muioc'h a-berzh e vamm. Ha n'heller ket bevañ heb karantez, evel ma lâr unan a dudennoù ar film, mez heb gweled tamm ebed en dehe gellet an den-se ober un dra bennag evid ar c'hrouadur-sen ive.
Pell e chom ar c'hamera da ziskoueziñ dimp buhez an tad, kavet dezhañ ur plac'h yaouankoc'h eged an heni gentañ, ha brazez dija. Mez en embregenn ma labour-eñv nen deus ket c'hoant ar patron da c'hoari gant ar relijion ortodoks : daw eo d'e implijidi boud modelloù war ar poent-se. Penaoz d'an tad gouarn e labour neuze, pa vo gouiet en deus kuitaet e bried hag e vugel ? Penaoz ober evid trichañ enta ? Klask a ra goulenn gant ur c'hamarad tost, hag arabad ma vo anavet an doere pelloc'h...
Ar vamm, diouzh he zu, he deus kavet un den arall, hag a ziskouez boud prest da zimeziñ ganti, un den he c'har hag he c'hompren, ar pezh na oa ket bet soursi an arall. Mez dedennet-braz eo ar vamm-se gant he frankiz nevez ; ataw e vez gwelet é c'hoari gant he smartfon, ha n'eo ket he faotr eviti nemed ur pouez e karehe en em zijabliñ anezhañ ar prontañ ar gwellañ.
Mez pa zisparisa ar paotr un deiz en em gav peb unan dirag ur problem dic'hortoz. Gweled a raomp ar polis rus, ponner e vodoù-ober, ha digapabl da frealziñ ar gerent ha digapabl da gas ar c'hlask da benn. Gweled a raomp ive ar gevredigezh rus, he deus lakaet, evid treuzvevañ, modoù arall da gemer lec'h ur melestradur diefed ha didalvoud. Tud a volontez vad hag a ro o amzer evid sikour ar bobl. Mez zokén aze e chom yein a-walc'h ar santimantoù.
Setu ur sell kaled war ur Rusi a-hiziw enta. Goude boud bet renet strizh ha gwasket stard e-pad degadoù, setu ar Rused bremañ gant reolennoù nevez, re ar liberalizm. D'an heni finnañ, mar n'eo ket d'an heni tortañ, ar galloudoù nevez. Lec'h ma ne veze ket kavet klaskerion-bara e vezont gwelet stank bremañ e ruioù ar c'hêrioù braz. Mez gwazh eged ar baourentez-se, ar pezh a chal Zviagintsev zo kentoc'h ar yeinder a gaver e kalon ar gevredigezh, pa vez an dud é klask o eürusted evite o-hunan, kentoc'h eged soñjal roiñ o chañsoù d'an oll, ar re yaouank da gentañ. Kredabl n'eo ket ar Rusi hebkén a zo tapet gant ar c'hleñved-se. Setu perag marse e chom an den dalc'het-groñs gant ar film, daoust pegen sklasuz ema.
Jean-Claude Le Ruyet.20171027a.235F.
"Ceux qui survivent le plus ne sont pas forcément les plus forts, mais ceux qui s'entraident le plus." L'Ecologiste, Here 2017.
SIN-171020-LE MAÎTRE EST L'ENFANT.docx
LE MAÎTRE EST L'ENFANT
Un teulfilm sevenet gant : Alexandre Mourot (2017- 1e30).
Maria Montessori e oa bet hanw anezhi pa oan e skol normal Gwened. Prezantet e oa bet dimp ar bedagogourion vrudet un tamm, re na oa ket ar pezh a gennigent tre evel ar pezh a veze an deskadurezh-stad kustum da lakaad evel patrom da gelenn. Klevet hor boa komz a Célestin Freinet hag a Varia Montessori enta. Mez ne oa ket bet an tamm kaoz-se nemed un alberz hebkén a draoù na oant ket evidimp, traoù re bell a-zoc'h ar pezh a c'helle danvez mistri-skol eveldimp-ni boud gouest d'ober kredabl. Ouzhpenn-se, mar ne oa ket hanw ha pedagogiezh Célestin Freinet un dra estren-kàer (rag klevet hor boa komz a skolaerion ag ar Morbihan hag a heulïe e vod-ober), ne oamp ket bet tomm-braz douzh kennigoù Montessori marse ive abalamour ma oa ur vaouez. Ha ni, e skol normal ar baotred, ne welemp ket an traoù gant daoulagad ar merc'hed memestra, na petra 'ta !
Marse e oa re abred. Rag Maria Montessori ive he doa kroget gant ur mod klasel d'ober skol. Mez gras d'he spered lemm tuet douzh an deskamant just a-walc'h, e oa daet soñj dezhi a fesonoù arall d'ober war-dro ar vugaligoù, diwar selled pizh douzh ar pezh a rae he bugale-hi er gêr. Liez e vez evel-se e ta an ide d'an den ha setu kemmet fas ar bed. Soñjet e Newton hag e aval !
Rag petra zo a-dreñv pedagogiezh Maria Montessori ? Hi he-doa remerket e klaske ar vugale ober traoù, hag adal o bloazioù kentañ, o mizioù kentañ zokén. Evid-se n'o dez ket dober ag ar vrazarded, peurliesañ. Selled a raont douzh ar bed tro-dro dezhe, selled a raont pell meur a wezh, ha klask a raont touchañ en traoù ha c'hoari gante kentizh ha ma c'hellont. Pa vez lâret c'hoari n'eo ket tamm ebed evel ma komprenomp ar ger-se evidimp. Evid an dud vraz mah omp e kas ar ger c'hoari d'an dudi, d'an amzer vak, d'ar momantoù ma ne labouromp ket. Evid ar vugale ema an c'hoari o mod da voud er bed, o mod da zizoloiñ o endro tost. Hag ar pezh a zo a-dreñv an c'hoant-se zo lakaad un dra da greskaad. Ha pezh tra ? O gouested personel da voud mestr war an traoù. Setu aze motor c'hoant brasaad ha kreskaad ar vugaligoù : o c'hoant da voud emren.
Goude boud sellet ha sellet a-dost douzh modoù ober ar re vihan, e oa daet Maria Montessori da gompren ar pezh a rankehe d'ur skol respetuz ag o fersonelezh kennig dezhe. Savet he doa ur yuc'h c'hoarioù ha stalieroù a beb sort evid ar c'hlasoù, a-live gant oad ar skolidi evel-just. Heb leuskel domani ebed a-gostez, pe dost : c'hoari gant dour, gant ar mekanik, alejañ boued simpl, ober war-dro an douar er jardin, heb ankouaad kontiñ, lenn, skriv ha m'oar-me c'hoazh. Ar pal : leuskel ar vugale da voud emren muioc'h-mui, hervez o c'hoant, o lusk dezhe o-hunan. Ha klask a ra ar film-se hon lakaad da gompren e vehe un dra vad d'ar skolioù a hiziw moned da glask un tamm awen e-tal tud Montessori, un 2500 bennag a skolaerion er Frañs.
Mez daomp pelloc'h. Ema toud an dud akord, ha n'eo ket re Montessori hebkén, evid lakaad bugale ar skol-vamm da voud emren, emrennoc'h-emren zokén. Ne gavit ket drol neuze gweled ar stadoù, ha n'eus ket dober a voned pell, rac'hwizañ d'ar poblañsoù goulenn diouzh o zu o emrenerezh ?
Aze eh eus peadra da soñjal e vourr hon politikerion reniñ, n'eo ket war ur boblad brazarded, ken emren evel bugale ar skolioù-mamm d'an nebeutañ, mez kentoc'h war tud sujet-braz ha sentuz douzh lezennoù graet evid o mad, en desped dezhe meur a wezh.
Jean-Claude Le Ruyet.20171012b.234F.
SIN-171006-GABRIEL ET LA MONTAGNE.docx
GABRIEL ET LA MONTAGNE
Ur film sevenet gant : Fellipe Gamarano Barbosa (2017).
Gant : João Pedro Zappa, Caroline Abras (2e11).
Ar re o doa bet tro da weled film Sean Penn, Into the wild, e 2007, a gavo traoù hañval er film franko-brezilian-mañ : en daou film e vez diskouezet istoer un den yaouank é kuitaad e vuhez ordinel evid moned gant e hent. Tra ma oa Into the wild istoer un den é klask kuitaad e vro da vad evid en em gavoud e-hunan en natur gouez, n'eo ket tre pal Gabriel Buchmann amañ. Savet eo bet ar film evid derc'hel soñj anezhañ. Studier e oa, ha degemeret en ur skol-veur vrudet ag an Amerik, ha kent krogiñ da vad gant e studïoù nevez en doa bet c'hoant ar paotr d'ober un tamm tro dre ar bed. Setu e oa bet e bro India hag e broioù arall dija, mez ema ar film a-zivoud e damm beaj en Afrik. Afrik ar reter, pandeogwir e vez gwelet er C'henia, en Tanzani, er Zambi, er Malawi.
Petra ema an den é klask ? Ne ouiomp ket re. Ar pezh a zo sur : prez 'vez warnañ ha dedennet"braz e vez gant blein ar menezioù a gav er broioù treuzet gantañ. N'hell ket chom heb krapiñ war ar C'hilimandjaro, da skwer. Un den digourdi eo, aez dezhañ moned e darempred gant an dud en-dro dezhañ. Gouest da gomz portugaleg, evel-rezon, mez ouzhpenn-se saozneg ha galleg tamm pe damm. Ouzhpenn-se e ta aez a-walc'h gantañ tammoù kentañ ar yezhoù komzet er broioù gweladennet.
Ne faota ket dezhañ c'hoari e damm tourist. Ha setu perag marse e tosta an Afrikaned doutañ, é klask gouied hirroc'h war e-zivoud, ken dibaot a wezh e welont tud wenn ken simpl o modoù da vevañ, ken tost douzh o re. Ar pezh a blij dezhañ, douzh a seblant, zo splujañ e buhez an dud eno. Goulenn a ra gante, ha heb ardoù, mar gell moned da gousked gante en o zier. Prest eo da ganañ sonennoù e vro evid respont da re e ostizion. Da lâred eo e oui petra a c'hell un eskemm boud. Gouied a ra petra eo pinvidigezh an denelezh. Ar binvidigezh-se n'he deus ket dober a bompadoù, a vragerisoù, a aour pe a argant en ti-bank. Ar re baour a oui (liez) eskemmañ o faourentez, ha leuniañ a ra an dra-se kalonoù an oll, braz ha bihan.
Kavet en doa Gabriel ur plac'h ag e vro pa oa e India, ha hi a oa daet d'henn gweled en Afrik, da dremen ur pennad amzer gantañ. Diskoueziñ a rae an traoù moned mad etreze, daoust ma santer ar plac'h tostikoc'h douzh he mod-orin da vevañ. Er film e santomp an den yaouank é troiñ a zeiz da zeiz. Lâret e vez liez n'eus pal ebed d'ar vuhez, nemed unan : an hent a yaomp gantañ. An hent a vehe ar pal. Hag an heni a ya en hent ne chom ket digemm. Desket e vez traoù gantañ, dre ar pemp skiant, hag an deskamant-se a ra e labour en diabarzh, beteg chañj e fesonoù da weled an traoù, da gompren ar bed, da goñseviñ ar vuhez.
Ha c'hoant Gabriel da voned ataw da benn an hent, da sevel beteg ar menezioù uhellañ, a c'helle boud sin un enklask kuzh ne ouie ket zokén marse petra 'oa. Ne chelaoue ket douzh an dud tro-dro pa lârent dezhañ diwall. Ne chelaoue ket doute pa glaskent henn lakaad da voned difonnoc'h gant e gerzhed pe e redeg. Rag n'eo ket ar menezioù-se tachadoù disakr. Speredoù a véw warne, speredoù tuet mad pe tuet fall, ha gwa d'ar re na ouiont ket ober gante. Kavet e oa bet ar paotr marw war lein ar Mulanje, er Malawi. Ha den ne ouio perag.
Jean-Claude Le Ruyet.20171006b.232F.
SIN-170929-BARBARA.docx
BARBARA
Ur film sevenet gant : Mathieu Amalric (2017).
Gant : Jeanne Balibar, Mathieu Amalric (2e00).
Evid ar re n'o doa ket anavezet Barbara, n'eo ket ar film-mañ a zegaso ur bern traoù dezhe war he divoud. Gouied a rint e oa kanerez, e barr he brud pa oa Jacques Brel, Georges Brassens pe Serge Gainsbourg e barr o brud ive. Evid ar re o deus soñj anezhi c'hoazh, ag he sonennoù ken difer, e chomint war o c'hoant da ouied hirroc'h. Rag n'o ket ar film-mañ ur biopik a-sort gant ar re a vez gwelet liez, é tiskouez paz ha paz buhez tudennoù zo o deus laosket o louc'hañsoù e memoer an dud, pe e memoer tud zo d'an nebeutañ. Meur a wezh zokén e vez savet biopikoù diwar-benn tud dianav groñs ha daet unan bennag d'o zennañ a-zindan an deñwelded o zalc'he kuzhet (da skwer Vivian Mayer).
A-benn ar fin, daoust d'an titl, diaez eo lâred a-zivoud piw ema ar film : unan a-zivoud ar ganerez Barbara, pe unan diwar-benn an aktorez he deus c'hoariet ar Barbara wirion, pe c'hoazh ur film a-zivoud ar sevener e-hunan, da lâred eo Mathieu Amalric. Rag ur vrodadenn gàer en deus graet Mathieu Amalric amañ, un oberenn-sinema tro-dro d'ar ganerez vrudet ogozig daet da voud un digarez.
E-sigur diskoueziñ ur filmañ diwar-benn Barbara e kas Amalric an arvesterion dre wenodennoù dic'hortoz. Gwezh e welomp, en dregleur liez neuze, Barbara en hec'h amzer war filmoù kozh. Gwezh e vez gwelet Brigitte (Jeanne Balibar) é c'hoari Barbara pa ne vez ket Jeanne Balibar he-hunan. Gwezh e kouezh lagad ar c'hamera war ar sevener, ha n'eo ket ne vern peheni amañ !
Diskoueziñ a ra Mathieu Amalric boud un den etre daou ved ataw : ar bed-mañ hag ar bed arall, an tre-hont. Prest da bouezañ war realded ar bed-mañ ha prest da ziverkañ souden, da beb termen, ar pezh en doa klasket ober. Pa oa tuchant un den fetiz, gwirion, e ta, un herrad goude, da voud tre evel moged, ha den ne oui perag. N'eo ket moged mouguz, mez un nivlenn soutil hag a zisparisa en un taol heb gouied d'an den. Ha tre evel-se ema c'hoari Jeanne Balibar ive, a vez gwelet da beb an amzer é nijal uhel gant he c'homzoù prim ha leun a dan, pe sioul, he bizied é redeg war ar piano hag é tegas soñj dimp ag an tonioù kàer a anavomp oll. Hag an aktorez, ken pell ema waet gant he c'hoari, ma vez diaez gouied gwezhavez piw a weler war ar skramm, hi pe he modell.
Ha nawazh ne ya ket jamez an traoù beteg ar penn eh omp é c'hortoz. Jamez ne vez klevet ur sonenn en he fezh. Ema peb tra evel an oabl distabil, kogus é vont ha kogus arall é kemer o lec'h. War-dreñv ataw e chom digemm an oabl glaz, daoust dezhañ boud masket da beb termen pe dost gant darvoudigoù ar vuhez.
Nen deus ket klasket Mathieu Amalric taolenniñ buhez Barbara enta. Nawazh, dre douchoù skañv a zremm ar ganerez, dre hañvaltres dremm Jeann Balibar, dre zifetisted ar sevener er film, e chom war hon speredoù ur louc'hañs achantet. Setu aze gwir sinema arzel, troiellet ar skritur anezhañ evel m'ema an traoù e spered Mathieu Amalric kredabl, mez kàer, pinvidig, skañv ha don war-un-dro.
Tud zo n'o deus ket karet ar film, re luziet evite, diskonfort, sourprenuz. Ha gwir eo. N'eo ket evel ur stêr hir ha trankil. Ne heulia ket un hent lojik, rag da beb paz e ya gant ur gammdro, ataw é c'hoari gant e deir zudenn bennañ, Barbara, Jeanne Balibar, Amalric. Ha chomel a ra goude skeudennoù tud leun a vuhez, peb unan gant e liw dezhañ e-hunan evid un daolenn n'em eus ket skuizhet ganti tamm ebed.
Jean-Claude Le Ruyet.20170929b.231F.
SIN-170922-PETIT PAYSAN.docx
PETIT PAYSAN
Ur film sevenet gant : Hubert Charuel (2017).
Gant : Swann Arlaud, Sara Giraudeau, Bouli Lanners (1e30).
Un amzer zo bet e oa an darn vrasañ ag ar boblañs peizanted. Ha peizanted vihan. Ma zud-kozh a oa bet peizanted vihan a-hed o buhez, ha lod ag o bugale ive d'o zro. Mez goude ar brezel diwezhañ en doa komañset ar bed da chañch a-vraz. Ur bochad gwazed yaouank a glaske kuitaad ar bed-se, war-un-dro, amañ e Breizh, gant ar brezhoneg. Brezhoneg, tier-plouz, botoù-koad ha saout da c'hoeriñ beb mitin ha bep enderw-noz, koaven da ribotad ur wezh ar sizhun ha kas an amanenn da Henbont, bevañ plaen edan an amzer hañv-gouañv, toud an traoù-se a oa daet da voud heuguz evid ar re yaouank, merc'hed enkontet. Dober o doa a ginkladurioù kêr, a weekendoù dijabl, ag un oto da bourmen o c'haliteioù d'ar Sul. Dober o doa a gomz galleg flour hag a daoliñ en tan ar pezh a oa daet da voud diamzeret dindan o selloù modern : taolioù koad, pa lufre muioc'h ar re "formica", ken aez da netaad ; armenerioù kizellet, pa veze ken aez ar plakardoù "novopan". War ar maezoù zokén e oa red kas un taol skubellenn a-vraz : an adlodennadur, hag a zistresas ar maezadoù, dre deurel gwez braz daou gant vloaz, chomet goude da vreinañ edan an drez ; dre stankañ an niwc'harzhoù gant ar gerzhier koadeg boutet e-barzh gant tourterioù kreñv ha trouzuz (ouzhpenn 800 000 km distrujet etre 1945 ha 1983 !). Kaset e oa bet an traoù da benn gant ar ministr Pisani adal ar bloazioù 1960. Keuz en doa bet goude, war am eus klevet. Responteg mez pas kabluz.
Mez ne dalvez ket ar boan trueziñ d'an amzer. En ur bed arall omp bremañ. Ar peizant bihan, er film-mañ, n'eo ket unan a Vreizh. Mez pezh diforc'h etre ur peizant a reter ar Frañs hiziw hag unan ag ar vro-mañ ? An daou a komz galleg, an daou a gondui un traktor bennag, an daou o deus ur mekanik da c'hoeriñ ar saout.
Gant ar film e welomp ar gwaskoù a bouez war souk ar beizanted hiziw. Gwezhall e oa ar beizanted roueed en o domanïoù. Taosoù a baeent, rag dober en deze ar roue ag o blankoù. Mez evid ar peurrest e kasent o zraoù evel ma karent, gant sikour o skiant-vad hag an oll grennlavarioù a veze evel kentelioù-skol dezhe. Hiziw e c'hoari kontroll ar laezh warne, kontroll ar vedisinerion-loened, kontroll ar melestradur torr-penn. Red dezhe ouzhpenn kaoud ur c'hontaouer a-vicher d'o sikouriñ. Un niverenn a vez agrafet douzh skouarn peb buoc'h, ha ne gont ket o hanwioù tamm ebed. Mar anav ar peizant bihan hanw e saout, penaoz e c'hellehe an heni en deus pemp kant anezhe o galviñ dous ?
N'eo ket ar film un testeni direbech, pe un teulfilm fidel diwar bed ar beizanted vihan hiziw-an-deiz, daoust d'ar sevener boud mab peizanted produerion-laezh. Sur ne vehe ket aez bevañ disoursi diwar un dregont buoc'h hebkén. Kredabl eh eus douaroù arall, evid gwinizh, pe maiz, n'o gwelomp ket. Ha pa sko ar c'hleñved war tropell an den yaouank e vez diskouezet emzalc'hoù re ziwirhañval. Mez ne vern. Arabad pizmikañ. D'an achuamant e chomo Petit paysan ur film hag a lakay tud kêr (ar re yaouank ne gredan ket) da soñjal un herrad e buhez uvel an dud-se a vag an denelezh. Modoù arall zo da vagañ ar bed, ha brud ha yalc'hadoù argant helaezh evite, gant tachennoù divent, tropelloù mil buoc'h... Evid mad piw ? Mad ar loened ? Mad an dud ? Evel ma lâre Jean-Claude Pierre, dober hor behe a selled douzh an douar evel douzh un dra sakr pe, gwell c'hoazh, ur boud béw da respetiñ.
Ale, esperomp : a-benn àrc'hoazh e vo e-mod-se.
Jean-Claude Le Ruyet.20170922a.230F.
SIN-170908-LES PROIES.docx
LES PROIES
Ur film sevenet gant : Sofia Coppola (2017).
Gant : Nicole Kidman, Colin Farrell (1e33).
En ur momant difer ag istor an Amerik he deus lakaet Sofia Coppola tem ar film skrijuz-braz-mañ. E-pad ar brezel etre Nordisted ha Sudisted e oa daet ur soudard kevredet d'en em goll, gloazet, e bro e enebourion, goude boud kuitaet an dachenn-emgann evid salviñ e vuhez. Daet e oa da semplañ en ur c'hoad e-tal ur skol-lojañ evid merc'hed kristen pinvidig o familhoù. Er batimant braz ogozig goulle e oa chomet diw vaouez hebkén evid ober war-dro pemp pañsionerez yaouank n'o doa ket gellet kuitaad ar lec'h evid abeg pe abeg. Taol chañs evid ar soudard yaouank : kavet e oa bet gant unan ag ar pañsionerezed daet d'ober un droiad er c'hoad da glask kabelloù-touseg. Ha kaset ganti gant poan da gavoud repu er skolaj.
Gwelet e vez e c'hell ar chañs troiñ da fall meur a wezh, ha buan. Gwelet e vez e vez planedenn an den douzh henn gortoz pa vez an eur, kalz ne vern ar pezh a ra evid klask achap a-zoc'h krabanoù an Ankoù. Gwelet e vez ive penaoz e c'hell gwander maouezi zo, tener, dous zokén, troiñ da dàerded yein pa seblant dezhe ema o buhezioù en arvar.
Boud eh eus ur sorbienn hag a gont istoer un den hag en doa spurmantet Azrael, ael ar Marw. Hennezh, war a seblant, en doa taolet ur sell leun a gounnar douzh an den-se : e dro a oa da voned gantañ, tre evel ma ra an Ankoù seblantoù d'ar Vretoned p'en dez divizet d'o c'has d'ar bed arall gantañ. Ha setu an den é redeg buan beteg palez ar roue Salaun ha d'henn aspediñ : "O roue meur, a-wael, a-wael, grait evid ma vin kaset diouzhtu da Vro-India d'an nebeutañ rag tuchant em eus spurmantet Azrael, ael ar Marw, ha eñv en deus taolet ur sell leun a fulor warnin. O meurdez, ma sikourit, kasit-me pell a-vamañ evid ma ne vin ket kaset gantañ diouzhtu. Yaouank on c'hoazh ha n'em eus ket c'hoant da vervel ken abred !" Hag ar roue Salaun, ken fromet gant istoer an den-se, henn laka da voned da Vro-India war askell an avel (ur strobineller ag an dibab e oa ar roue Salaun, evel-just). An deiz war-lerc'h, setu ar roue Salaun é vale e kêr hag en em gavoud a ra gant Azrael. "Petra zo degouezhet dec'h, a c'houlenn Salaun gant Azrael. Daet un den d'am aspediñ d'henn kas da Vro-India a-gaoz ma ho poa taolet ur sell a gounnar doutañ !"
- Tamm ebed, a respontas Azrael, ne oa ket ur sell a gounnar, mez ur sell a souezh. Rag Doue en doa goulennet ganin moned da glask e vuhez e Bro-India, hag estonet-braz e oan bet douzh henn gwelet amañ. Biken, am boa soñjet, nen do amzer da voud e Bro-India a-benn àrc'hoazh, ken pell m'ema !"
Ur film terrubl eo, na nend eo. Un akt a garantez, un akt a druez hag a dro da wallhune war ar prim. Diaez eo komz anezhañ dre ar munud heb dizoloiñ steuñvenn an istoer ha diflouriñ ar mister deoc'h, ar pezh a vehe pec'hed, rag kuitaad a ra an arvester ar sal sinema badaouet un tamm, red eo henn lâred. Simudet e chom an den pa guita e azezenn vlod...
Hama, deoc'h da ouied memestra, mez e berrgomzoù : setu ar soudard degemeret en ti ha seizh plac'h éc'h ober war e dro, evid henn lakaad pare. Mez a nebeudigoù eh a an traoù da dreñkañ, abalamour d'ar seks, abalamour d'ar warizi etre ar merc'hed, abalamour da c'hoantoù ar soudard. Emberr e vez taolet reolennoù ar relijion ha tabouoù ar gumuniezh gristen-se d'ar blotoù pe d'an doullenn...
Jean-Claude Le Ruyet.20170908b.228F.
SIN-170908-LES PROIES.docx
LES PROIES
Ur film sevenet gant : Sofia Coppola (2017).
Gant : Nicole Kidman, Colin Farrell (1e33).
En ur momant difer ag istor an Amerik he deus lakaet Sofia Coppola tem ar film skrijuz-braz-mañ. E-pad ar brezel etre Nordisted ha Sudisted e oa daet ur soudard kevredet d'en em goll, gloazet, e bro e enebourion, goude boud kuitaet an dachenn-emgann evid salviñ e vuhez. Daet e oa da semplañ en ur c'hoad e-tal ur skol-lojañ evid merc'hed kristen pinvidig o familhoù. Er batimant braz ogozig goulle e oa chomet diw vaouez hebkén evid ober war-dro pemp pañsionerez yaouank n'o doa ket gellet kuitaad ar lec'h evid abeg pe abeg. Taol chañs evid ar soudard yaouank : kavet e oa bet gant unan ag ar pañsionerezed daet d'ober un droiad er c'hoad da glask kabelloù-touseg. Ha kaset ganti gant poan da gavoud repu er skolaj.
Gwelet e vez e c'hell ar chañs troiñ da fall meur a wezh, ha buan. Gwelet e vez e vez planedenn an den douzh henn gortoz pa vez an eur, kalz ne vern ar pezh a ra evid klask achap a-zoc'h krabanoù an Ankoù. Gwelet e vez ive penaoz e c'hell gwander maouezi zo, tener, dous zokén, troiñ da dàerded yein pa seblant dezhe ema o buhezioù en arvar.
Boud eh eus ur sorbienn hag a gont istoer un den hag en doa spurmantet Azrael, ael ar Marw. Hennezh, war a seblant, en doa taolet ur sell leun a gounnar douzh an den-se : e dro a oa da voned gantañ, tre evel ma ra an Ankoù seblantoù d'ar Vretoned p'en dez divizet d'o c'has d'ar bed arall gantañ. Ha setu an den é redeg buan beteg palez ar roue Salaun ha d'henn aspediñ : "O roue meur, a-wael, a-wael, grait evid ma vin kaset diouzhtu da Vro-India d'an nebeutañ rag tuchant em eus spurmantet Azrael, ael ar Marw, ha eñv en deus taolet ur sell leun a fulor warnin. O meurdez, ma sikourit, kasit-me pell a-vamañ evid ma ne vin ket kaset gantañ diouzhtu. Yaouank on c'hoazh ha n'em eus ket c'hoant da vervel ken abred !" Hag ar roue Salaun, ken fromet gant istoer an den-se, henn laka da voned da Vro-India war askell an avel (ur strobineller ag an dibab e oa ar roue Salaun, evel-just). An deiz war-lerc'h, setu ar roue Salaun é vale e kêr hag en em gavoud a ra gant Azrael. "Petra zo degouezhet dec'h, a c'houlenn Salaun gant Azrael. Daet un den d'am aspediñ d'henn kas da Vro-India a-gaoz ma ho poa taolet ur sell a gounnar doutañ !"
- Tamm ebed, a respontas Azrael, ne oa ket ur sell a gounnar, mez ur sell a souezh. Rag Doue en doa goulennet ganin moned da glask e vuhez e Bro-India, hag estonet-braz e oan bet douzh henn gwelet amañ. Biken, am boa soñjet, nen do amzer da voud e Bro-India a-benn àrc'hoazh, ken pell m'ema !"
Ur film terrubl eo, na nend eo. Un akt a garantez, un akt a druez hag a dro da wallhune war ar prim. Diaez eo komz anezhañ dre ar munud heb dizoloiñ steuñvenn an istoer ha diflouriñ ar mister deoc'h, ar pezh a vehe pec'hed, rag kuitaad a ra an arvester ar sal sinema badaouet un tamm, red eo henn lâred. Simudet e chom an den pa guita e azezenn vlod...
Hama, deoc'h da ouied memestra, mez e berrgomzoù : setu ar soudard degemeret en ti ha seizh plac'h éc'h ober war e dro, evid henn lakaad pare. Mez a nebeudigoù eh a an traoù da dreñkañ, abalamour d'ar seks, abalamour d'ar warizi etre ar merc'hed, abalamour da c'hoantoù ar soudard. Emberr e vez taolet reolennoù ar relijion ha tabouoù ar gumuniezh gristen-se d'ar blotoù pe d'an doullenn...
Jean-Claude Le Ruyet.20170908b.228F.
ur pennad get Jean-claude ar RuyetSIN-170901-LA PLANÈTE DES SINGES.docx
LA PLANÈTE DES SINGES
(3/3- SUPRÉMATIE)
Ur film sevenet gant : Matt Reeves (2017).
Gant : Andy Serkis, Woody Harrelson, Steve Zahn (2e20).
Soñj 'm eus boud lennet, pa oan krennard, Le pont de la rivière Kwai, roman brudet Pierre Boulle, goude ma oa bet graet ur film diwarnañ, mez n'em eus ket lennet Planedenn ar marmouzed c'hoazh. Seizh gwezh eh eus bet tennet filmoù ag ar romant-se. A wersion Matt Reeves e komzomp amañ : goude Les origines (2011) ha L'affrontement (2014), setu bremañ an deirved lodenn : Suprématie.
Goude ma oa bet plamoustet biruzoù gant gouiañserion diskrupul, setu an denelezh distrujet pe dost gant unan ag ar biruzoù-se ha setu ma oa waet ar marmouzed da voud speredeg evel an denion, mar n'eo ket muioc'h. Gouest int da gomz sklaer etreze ha zokén da gomz yezh an denion a chome. Siwazh, an denion-se o doa gwelet aze un dañjer evid o zazont : rekiz e oa dezhe lazhañ ar marmouzed ar prontañ ar gwellañ, rag ne faote ket dezhe rannañ ar galloud gante. Rag soñjit 'ta : ne oant ket evid soñjal en dehe klasket Kaezar, roue ar marmouzed, bevañ e peuc'h gant an denion. Evid ar c'horonal, ur penn aheurt a zen, n'helle ket ar marmouzed chom heb klask lakaad an dud da voud o sklaved, tre evel ma rae ha ma ra an dud gant ar loened a-c'houde kantvedoù. N'helle ket ar c'horonal soñjal leuskel ar marmouzed da vevañ didrubuilh gant ar soñj-se é tebriñ e spered noz-deiz. Evel-just, dirag denion ken rust o c'hoantoù, e ranke da gKaezar ha d'ar marmouzed en em zifenn evid treuzvevañ.
Gant ar pinvidig m'ema an efedoù ispisial hiziw e vez estonet an dud é weled penaoz e c'hell ar sinema diambreziñ ar realder. Ur fablenn gant he voralenn eo. Doned a ray an douar da voud planedenn ar marmouzed abalamour da follentez an denion, d'o c'hrizder, d'o sotoni ive. Daw eo lâred ne vez ket prezantet an denion en o bravañ. Unan hebkén a ragpren he gouenn, Nova, ur verc'hig daet da voud mud gant ar viruz hag adoptet gant ar marmouzed.
Gant Kaezar e oa bet kaset ar marmouzed da glask un douar nevez, dizañjer evite, ur vro diamen a oa bet dizoloet gant daou anezhe. Siwazh, gellet en doa ar c'horonal o zapoud oll war an hent hag o serriñ en ur c'hamp-labour gouarnet pervezh. A-benn ar fin, goude emgannoù braz, e oa daet Kaezar da voud trec'h war an denion. Ha kaset en doa e boblad marmouzed da gaoud an douar nevez-se, ur lec'h ma c'hellehent bevañ e peuc'h etreze.
Ar skeudennoù diwezhañ a zegas soñj ag istoer Moizez, pa'n doa tennet hennañ e bobl ag an Ejipt ha kaset dre an dezerzh beteg Kanaan, an Douar Nevez. Er Bibl e oa bet beuzet armead ar Faraon gant dourioù ar Mor Ruz. Amañ e vo gwelet biz Doue en ur pikol diruilhad-erc'h waet gantañ an oll soudarded, re ar c'horonal hag ar re arall enebtañ. Ne oa ket bet aotreet Moizez gant Doue da voned beteg Kanaan. Amañ e tegouezh ar memez tra gant Kaezar, a oa bet gloazet er brezel hag a oa tonket da vervel war treuzoù ar bed grataet. Ne chome ket mui den ebed war an douar, pe nebeud-tre. En em zistrujet o doa, hag an natur he doa sikouret ive evid o diouennañ. Du-hont, e foñs ar flagenn, en em lede bremañ bro ar marmouzed, ur vro a surentez, ur baradoez nevez war an douar.
Goude boud gwelet Valerian, e ta soñj d'an den e vehe marse tostoc'h fablenn Pierre Boulle douzh ar pezh a c'hellehe degouezhoud eged an heni a oa bet taolennet gant film Luc Besson. Rag mab-den, gant e c'hoant didermen da vestroniañ peb tra, a zo war-nez distrujañ ar bed.
Jean-Claude Le Ruyet.20170901b.227F.
LE CAIRE CONFIDENTIEL
Ur film sevenet gant : Tarik Saleh (2017).
Gant : Fares Fares, Mari Malek, Hichem Yacoubi (1e46).
Mar faot deoc'h moned da vakañsiñ e kêrbenn an Ejipt e vehe gwell ganeoc'h chomel heb gweled ar film-mañ e-raog. N'eus ket tamm bruderezh ebed e-barzh evid brasañ kêr ar vro. Ar c'hontrel-béw eo. Diskouezet e vez ar boblañs é neriñ e ruioù enk, louz : kêrfoukenn e bro ar faraoned. Amañ eh omp e don-donnañ ar gevredigezh, mez ag an don-donnañ-se e savomp beteg metoù uhelloc'h lec'h ma ren mistri ar vro, tro-dro da Hosni Moubarak. Neuze e roulomp war valïoù frank, kerzhed a raomp war ar blasenn Tahrir, anavet hec'h anw bremañ dre ar bed.
Ur film-polis eo, un digarez da splujañ un tammig en deizioù e-raog an dispac'h en Ejipt, goude an dispac'h arall en doa lañset an nevez-hañv arab en Tunizi, d'ar 17 a viz Kerzu 2010, pa oa bet red da vBen Ali kuitaad ar vro. Ogozig an oll vroioù arab a oa bet tapet gant an emsav-se. Sevel a rae an dud eneb d'ar galloud evid tapoud muioc'h a frankiz, evite o-hunan hag evid ar bobl, evid muioc'h a zemokratelezh, mez ive eneb d'an dilabour, d'ar vizer, da briz an traoù. Ouzhpenn-se, eneb da vod-ober meur a unan ive, da lâred eo eneb d'ar bogodiñ, eneb d'an tuadurioù a beb sort hag a vreine ar gevredigezh. Kleptokratiezh : gouarnamant ar làeron, setu ar pezh a vez gwelet er film. Ar pezh a zo, n'eo ket e blein ar gevredigezh hebkén e vez kavet ar vogoderion. Beteg an diaz eh a an traoù war-raog diwar ar patrom-se. An disterrañ poliser a oui penaoz ober, rag m'ema e chef ba'n taol, hag uhelloc'h e vo ur chef arall. Hennezh a zasparzh da beb unan e lod, adal ma oui penaoz rastellad ar blankoù dleet e-mesk ar goñversanted hag a labour e stalioù stank ar gêr bobleg.
En em c'houlenn a ra an den penaoz e c'hell ur gevredigezh hag a ya war-raog gant reolennoù kuzh evel-se derc'hel pell da voned, pa glask tud pinvidikaad diwar làerezh o nesañ. Nawazh eh eus kevredigezhioù hag a ya war-raog. Kredabl eh añdur ar bobl ar sistem-se, rag peb unan, mod pe vod, a ra evel-se, pa c'hell : lod a làer un ui, lod ur bevin. N'eus ket diforc'h ebed etre an dud, nemed pouez ar sommadoù bogodet, dister d'ar liesañ e diaz ar biramidenn sokial, ha brasoc'h-braz evid ar re o deus un tamm galloud, beteg boud dilimit zokén evid ar re uhellañ. Tarzhañ a ra an dispac'hoù pa ne gav ket ar muiañ niver o c'hont en afer. Mez ne za ket an dispac'herion da benn ag o zaol ataw. Liez e vez làeret an dispac'h evid korvo tud hag a oui penaoz touellañ ar boblañs. Ha setu fall-lañset an traoù evid degadoù c'hoazh.
Ur film-polis eo, mez unan hag a laosk amzer d'an arvesterion da ruzal er ruioù, da gompren emzalc'h ha c'hoantoù honnañ pe honnezh ag an dudennoù. Ne gav ket hir an den e amzer ; tud a-vremañ zo diragzañ, lod kustum da hantiñ an ostel Hilton, lod rediet d'en em goutantiñ ag ur c'hozh ranndi...da c'hortoz serriñ ur varlennad bennag, onest-dizonest, ha sevel o renk !
Fares Fares, daet da voud ar c'horonal Noureddine, a-drugarez d'e eontr, e superior, a zoug ar film penn-da-benn, ha eñv a ro e lusk d'an istoer. Un den sioul eo, bogoder evel ar re arall, mez un den m'ema chomet en e spered ur greunig a onestiz marse. Aze ema ene ar film just a-walc'h, pa gompren Noureddine eh a ar re arall, izelloc'h pe uhelloc'h egetañ, tost doutañ meur a wezh, re bell evid ar pezh a soñj-eñv en e askre. Mez tapet e vo gant an dispac'h, en despet dezhañ.
Jean-Claude Le Ruyet.20170811a.224F.
SIN-170630-14 ANS, PREMIER AMOUR.docx
14 ANS, PREMIER AMOUR
Ur film rus sevenet gant : Andreï Zaitsev (2017).
Gant : Ulyana Vaskovich, Gleb Kalyuzhny (1e46).
War ar rouedad e weler alïoù a beb sort diwar-benn ar memez oberenn pe darvoud. Selloù dishañval a-grenn hon eus war ar fedoù. Unan en dehe karet glaz ar liw roz a blij d'an eil. Setu aze un dra kozh evel Noe kredabl. Kelaouennoù gall zo, ar wezh-mañ, na gavont netra vad e-barzh ar film, re ordinel, re bemdezieg d'o soñj. Mez plijoud a ra d'an dud memestra. Priziet eo bet e Seoul e festival ar filmoù evid ar yaouankiz hag e Festival etrebrôadel Berlin. Ouzhpenn-se en deus resevet Priz Meur ar juri e Festival ar sinema rus e Honfleur. N'hon eus ket tro da weled filmoù rus liez, ha vad a ra, da beb an amzer, moned da weled penaoz e tro ar bed e-kostez an Neva pe an Oural.
Kavet em eus e oa ur skeudenn tost a-walc'h douzh buhez ar Rused hiziw. Re ar c'hêrioù d'an nebeutañ ne raont nemed gortoz bevañ evel ma vevomp-ni, ha war an hent-se emaint. Ar yaouankizoù e Sant-Petersbourg pe e Moskou a laka blue-jeans roeget espres-kàer ha ticheurtoù anw ur skol-veur US bennag warne. Ha c'hoari a raont plaen evel dre-'mañ gant o smartfonoù. Santet e vez nawazh ema ar Rused é klask ankouaad ar bed kozh hag en em dennañ ag un istor diaez. Droug a ra ar vodka c'hoazh e-mesk ar wazed ha "klocharded" (ar ruseg en deus tapet ar ger galleg clochard) a vez gwelet stank a-walc'h er ruioù, ha boutailhoù goulle a chom war dreuzoù zo da vitin. Evid parraad douzh ar fenomen e vez serret terennoù an alkool en ispiserïoù adal deg eur d'enderw-noz. Gouied a raomp e vez treuzet ar gevredigezh rus ive gant taerded, strolladoù ag an tu dehoù, brôadelourion liez, é klask lakaad o lezennoù da ren war ar blasenn. Diouzh an tu arall eh a merc'hedigoù d'o c'hentelioù dañs hag ur bochad tud d'an opera, kalz poblelloc'h eged er Frañs.
Ha just a-walc'h e vez santet an disklosadur-se e film Andreï Zaitsev. Skeudenn ar Rusi nevez, en ur mod, c'hoant dezhi bevañ hervez he c'hoantoù ive, c'hoant dezhi anavoud ar frankiz goude kement a waskoù. Ne vez ket aez an disklosadur, traoù zo da dorriñ, mez kreñv eo c'hoant an dizoloiñ, ha pa za ar garantez da c'hoari he lod e tarzh meur a lezenn gozh, anad eo.
Ur film fresk eo, gant aktored nevez, yaouank ha braw. Alex ha Vika n'eus ket netra a c'hello torriñ o c'harantez nevez, pe gwelet e vo goude, diwezhatoc'h, er-maez ag ar film-mañ. Ar pezh a gont amañ zo gweled penaoz e ra an daou-se evid en em gavoud, evid boud asambl un herrad, evid boud asambl pelloc'h-pell. Ya, ema ar garantez gentañ ur mezvadur a vez kavet er bed a-bezh. N'eo ket ar Rused estrenion war ar poent-se. Evel-just e tiskouez ar sevener tresoù ar vuhez, ha penaoz eh a an traoù war-raog. Kevezerezh zo etre liseoù Moskou ha stourmoù kaled gwezhavez etre bandennoù liseidi dishañval, dindan daoulagad intereset ar merc'hed. Evel-just ne vez ket parfed ataw familhoù ar re yaouank, familhoù diglok, waet kuit an tad, ha techet ar vamm da eved da beb an amzer ; familhoù rust pe simpl d'an nebeutañ, dibaseet gant bugon o bugale, rag ar vugale n'o deus ket c'hoant da leuskel an amzer dremenet da grogañ en o c'hofoù-gar. N'eo ket amoedaj a zo amañ, mez tenerded é klask solutaad en un endro garw. Amouruz glan, e klask Alex ar pezh a vez milanavet dre ar bed evid tostaad e kuzh douzh dor e zousig koant. Ha vad a ra ar romañs-se, ataw ur sort, ataw dishañval, é tiskoueziñ an tremen ag ar vugaleaj d'an oad krenn.
Jean-Claude Le Ruyet.20170630b.218F.



